Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DAOUZEKVED KENTEL


Digemer kaer great da Jeann gant Orleaniz. Guelet a ra kear araok an emgann. Arme ar roue e kear eb drouk ebet. Jeann, hervez lavarou an dud a vrezel a ioa eur c’habiten dispar.


D’ar guener 29 a viz ebrel euz ar bloaz 1429, var dro eiz heur dioc’h ar pardaez, Jeann d’Arc a ziskenne euz ar vagik m’e doa treuzet ar ster ennhi, hag a oue digeremeret e kear Orleans. Savet var gein eur marc’h guenn, eur guiskamant dir en dro d’he oll izili, he fanniel soun dirazhi, ar verc’hez iaouank a ioa kaer da velet, rak an doare anezhi a zisklerie d’an oll e tigase ganthi sikour an env. En he c’hichen e kerze Dunois, guisket kaer dreist ; var he lerc’h e teue Lahir, gant eun toullad marc’heien.

Keariz a ioa diredet oll da velet Jeann, sklerijenna reant an hent dre ma tremene, daoulagad an oll a bare varnhi, daouarn an oll a ioa savet varzu ennhi evit diskleria, guelloc’h eget ar c’homzou, pegen eüruz oant d’he guelet en ho zouez. Ar re a c’helle tostât a boke d’he zreid, d’he dillad ; an oll a skuille daelou a levenez. Ha pa vije diskennet en ho zouez eun eal euz an env, Orleaniz n’o dije ket gellet ober kaeroc’h digemer dezhan. Poan o doa bet, enebi o doa ranket pell amzer ouz ar Zaozon digernez ; mes « brema, emezho, eo dija achu ar boan, ar zilvidigez a zo o tont : ar zilvidigez a zo deut. » Eb an disterra lorc’h, en despet d’an henoriou a rentet d’ezhi, Jeann, seder ha laouen e kreiz kement a dud,