Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
orleans kelc’het.

poania o doa great. Er gear vraz-se, tregont mil den ennhi neuze, (dek mil den ha tri-ugent a zo hirio), ne implijet epad tost da gant vloaz a ioa nemet ar bederved loden euz an taillou evit kaerât ha kempenn ker ; an teir loden all a iea da grenvat ar mogeriou hag an touriou, da brena armou : aon o doa atao Orleaniz rak an enebourien. Pemzek kanol ha tri-ugent a ioa e kear araok ma oue kelc’het, hag an dra-ze a ioa kalz evit an amzer-ze.

Guir eo, ar c’hanoliou ne reant ket c’hoaz nemeur a zrouk, taoler a reant bouliji houarn avechou, bouliji mean peurliesa ; evelato ar c’hanoliou-ze a c’helle sikour kalz Jeann, rak eur vestrez oa da labourat gantho.

N’eo ket en eun devez eo o devoa ar Zaozon kelc’het ar gear-ze : a nebeudou o doa savet ar maillou ha starteat ar chaden, evel m’eo bet lavaret e berr gomzou, en eil kentel. D’an 12 a viz here euz ar bloaz 1428, ar Zaozon a ioa deut evit ar vech kenta dirak Orleans : guelet a rejont ne c’helfent biken kemeret anezhi en eun taol, dre nerz ho armou. Mes kelc’ha c’hellent ha kelc’ha rejont, evit miret na vefe digaset bevans ennhi ; hag evit kelc’ha guelloc’h a-ze e savchont kestel tro var dro da gear.

Var ster al Loire e oa eur pount difennet gant eur c’hastell krenv hanvet kastell an Touriou ; var ar pount-se, Orleaniz a dreuze eaz ar ster hag a iea da glask sikour ha bevans varzu kreisdeiz ar Frans. D’ar 24 a viz here ar Zaozon a zaillaz var ar c’hastell krenv-ze, an emgann a oue spountuz, ar ster a oue ruziet gant goad ar zoudardet euz an daou du, mes an treac’h a joumaz gant ar Zaozon ; dioc’h ar pardaez ar c’hastell a ioa d’ezho. Eur vech mistri er c’hastell-ze, ar Zaozon, sikouret gant ar Bourgi-