Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
jeann hag he moueziou.

kouez eo Hen a zavetea, eo Hen a roe nerz, e tibabaz euz a douez ar Fransizien eun dra dic’halloud, dinerz : eur plac’hik. M’en deffe roet ar gounit d’eun den a vrezel, hema a vefe bet e riskl da c’houeza gant an ourgouil, lavaret en defe : « Me, gant va skiant, va nerz, va izin, em euz diskaret, douaret ar Zaozon ; d’in-me eo e tle an oll Fransizien rei henor ha meuleudi, d’in-me e tleont lavaret bennoz. » Hag an dud a vefe bet troet da gredi anezhan. E leac’h brema, p’ e deuz eur verc’h dizesk renet soudardet ha kabitenet var dachen an emgann, p’eo bet treac’h d’ar Zaozon, eo red anzao : dourn Doue a zo bet ganthi, Hen eo en deuz roet ar gounit dezhi.