Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
jeann d’arc.

Ar guel-ze a rea d’ezhi kredi guelloc’h lavarou an Aotrou Doue.

Epad mac’h en em voaze Jeann da velet he zentezed ha da glevet he Moueziou (an hano-ze a rea anezho), he zad a ioa nec’het ganti. Ar baotrez n’e doa diskleriet netra d’he zud, mes he zad he guelaz meur a vech dre he huvreou, o tec’hed dioc’h ar gear gant eur rummad soudardet. Hag e lavaraz eun devez gant he nec’hamant d’he vugale gosa : « Ma c’houfen ez affe ho c’hoar en doare-ze euz ar gear, e c’houlenfen diganeoc’h he beuzi kentoc’h eget he laosker da veza mez ar vro ; ma n’her beuzfac’h ket, m’her grafe. »

Evit ober d’ar plac’h iaouank choum er gear, he zad, var a zonjer, a reaz d’eur paotr iaouank dont da c’houlenn Jeann da bried. Hi a lavaraz nan krak ha berr, mes ar paotr iaouank a lavaraz en doa bet he ger diganthi, hag a reaz d’ezhi dont ganthan dirak an Aotrou ’n Eskop evit beza barnet. Kredi a rea e dije pleget Jeann kentoc’h eget dont dirak an dud a iliz, evit beza barnet ; mes ar verc’h iaouank a ’z eaz dispount, hag a ziskouezaz ne oa nemet gevier oc’h heul an den iaouank ! Hema, goloet a vez, a anzavaz e oa ar virionez gant Jeann, setu ma tistroaz ar verc’h d’ar gear, huel he fenn ganthi. Kenta reaz, eur vech distro, a oue goestla a nevez he guerc’hded da Zoue.

Divar neuze, Moueziou Jeann ne roent peoc’h ebet d’ezhi, ho c’hlevet a rea teir pe beder guech er zizun : « Red eo savetei ar roue iaouank. Ar brezel a ia var voasât ; mall braz eo diblas, ha mont da gaout Robert de Baudricourt, e Vaucouleurs. »

Jeann a ioa nec’het-maro, ne entente ket en dije Doue he choazet, hi eur verc’h paour ha dizesk, da zavetei ar Frans. Doue a felle d’ezhan savetei hor bro, hag evit dis-