Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
jeann hag he moueziou.

a amzer var an douar-ma, ho diou o deuz skuillet ho goad evit Doue.

An diou zantez-se o deuz renet merc’h Jakez d’Arc epad an oll amzer m’e deuz labouret ha poaniet evit savetei he bro, n’o deuz ket he dilezet nag e kreiz ar stourmajou, nag er prizoun.

Ha pa c’houlenner perak en deuz Doue dibabet an diou-ze evit sklerijenna Jeann, an doktored a respount : Santez Katel a ioa eur plac’h desket-dreist en he amzer var oll skianchou ar bed. Stanka reaz ho ginou da oll doktored Alexandrie, treac’h e oue da oll veleien an doueou faoz. Jeann, galvet gant Doue da gomz dirak bep seurt tud ; Jeann, nec’het meur a vech gant goulennou an doktored a glaskaz he luia epad ma oue er prizoun e Rouen, a ioa mad evithi kaout eur ger benag evit he sikour da respount d’he enebourien. Santez Katel eo a oue ar sklerijen-ze.

Santez Mac’harit a oue treac’h d’an drouk-spered en he frizoun hag a c’houzanvaz ar maro kentoc’h eget koll he guerc’hdet ha nac’h he feiz. Jeann, galvet gant Doue da c’houzanv eur maro kriz evit peur-ober silvidigez ar Frans, galvet ouspenn da veva epad ar penn diveza euz he buez e kreiz tud a vrezel, e kreiz soudardet groz, a ioa eur vad evithi kaout unan d’he c’helenn evit he zikour da joum pur ha glan.

An diou zantez-se, oc’h en em ziskouez aliez d’ar verc’hez iaouank, a starteaz anezhi er greden e oa galvet gant Doue da ober eul labour dishenvel euz hini an dud all. An oll ne velent ket ar zent, an elez evel m’ho guele Jeann ;

Eun deiz Ian d’Aulon, an hini a oue karget da veilla varni epad ar brezel, a c’houlennaz ivez ma c’helfe klevet ar mouesiou : « N’ hoc’h ket din, » eme Jeann.