Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
merc’h santel.


LIZER


Skrivet evit eskopti Orleans, Divar benn servicherez Doue, ar verc’hez iaouank Jeann d’Arc, leshanvet Guerc’hez Orleans.


Furnez Doue, a gar beva etouez an dud, e deuz savet er pemzekved kantved (xve) eur verc’hez, ha lakeat en he c’hreiz eur galon euz ar re nerzusa. Henvel ouz Debora, Jael ha Judith, ar verc’hez-se e deuz guir, muioc’h c’hoaz egetho, e vefe lavaret anezhi ar c’homzou a zo er Skritur Zakr divar benn ar vaouez krenv : « he oberou zo gallouduz, he breac’h nerzuz, great e deuz traou kaer ha diez meurbed. »

Ar verc’hez burzuduz-se a zo bet roet d’ar Frans, abalamour m’eo ar vro-ze brudet e pep leac’h dre vertuziou he zud a vrezel. Ha pa ’z eo guir guerc’hez Orleans e deuz saveteat ar Frans, ha rentet d’ezhi he brud vad ; hirio, pa ’z eo ken rouestlet an traou er vro-ze, ar Fransizien a dle goulen gant fizians ar peoc’h hag ar justis digant an hini a zo diskleriet gant an Iliz eur skouer euz an oll vertuziou kristen.

Servicherez santel an Aotrou Doue, Jeann d’Arc, a c’hanaz e bourk Domremy e kichen Vaucouleurs, var harzou ar Champagn hag al Lorreen, d’ar 6 a viz genver 1412. He zud a ioa tud devot braz, mes tud dister hervez ar bed. En he c’henta bugaleach e reaz al labour var dro an ti pe ez eaz da ziouall he chatal ; ne zonje nemet e Doue, douget oa da bedi ar muia ma c’helle en iliz parrez.

He c’halon a ioa entanet gant he c’harantez evit he nesa, guelet a rea ar re glanv, sec’ha rea daelou an dud glac’haret, ker karantezuz oa e kenver an oll ma roaz