Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
jeann d’arc.

avechou he guele he-unan da veachourien skuiz-maro. En doare-ze eo e tremenaz he buez, sioul ha didrouz, betek he zrivac’h vloaz.

D’ar c’houlz-se, an traou a iea fall-dreist er Frans. Charles VII kollet pep esperans ganthan, en doa dilezet Paris evit tec’het varzu ar c’hreisdeiz. Eno oa kelc’het gant ar Zaozon hag ar Vourgignouned ; he zoudardet a ioa teuzet a nebeudou, ne joume nemeur anezho ; dinerzet oa, rak koll a rea e peb leac’h, ha ne joume mui ganthan nemet an hano a roue. Mogeriou Orleans a ioa silvidigez ar Frans, eno edo dalc’h braz ar brezel. Orleans diskaret, ar Zaozon a ioa mistri ar Frans a bez, netra ne c’helle herzell pell outho.

En trubuillou-ze, a greiz m’o doa ar brudetta mistri brezel kollet kalon ha fizians, ar vro a oue saveteat gant eur verc’h. Pevar bloaz araok e doa guelet an arc’heal sant Mikeal, kalz elez en dro d’ezhan ; klevet e doa mouez an arc’heal-ze, rener braz brezellou Doue ; gourc’hemen a rea d’ezhi mont buan da Orleans, ha blenia goude Charles betek Reims evit beza kurunet.

Ar verc’h iaouank a oue souezet da genta, mes klevet a reaz aliez-aliez ar Moueziou, ha gant an arc’heal sant Mikeal e velaz ive santez Catharin ha santez Mac’harit. Neuze e soublaz da urziou an env, hag e testeni euz he sentidigez, e voestlaz da Zoue choum bepred guerc’hez.

Dies e oue d’ezhi choum eb diskleria an traou-ze d’he zud, diesoc’h c’hoaz ho lavaret da hiniennou anezho. Evelato, goude m’e devoue gellet renka an traou, he eontr a vleniaz anezhi, var he goulen, betek gouarner Vaucouleurs, Robert de Baudricourt. Hema ne reaz da genta nemet goapât ar verc’hez iaouank ; da c’houde, e choumaz eur pennad brao a amzer da bleustri he lavarou ; rei