c’hichen ; daou veleg all a zalc’he kroaz vraz ar barrez savet dirak he daoulagad. Var gorre ar bern, ar verzerez a oue staget gant eur c’helc’h houarn ouz eur peul savet e kreiz ; pa dosteaz Cauchon evit ar vech diveza, Jeann a lavaraz d’ezhan a nevez : « Eskop, dreizoc’h-hu eo e varvan. »
Ar bourreo a entanaz ar c’heuneut dioc’h an traon, ar bern a ioa braz kenan. An tan a zavaz, a nebeudou ; pa oue tost d’ezhi, ar verzerez a lavaraz d’an Tad Martin : « Mestr, diouallit, an tan ! diskennit. Livirit d’in, divar an douar, eur gomz vad benag, ha dalc’hit atao ar groaz dirazon. » An Tad a ziskennaz.
Neuze tal Jeann a oue sklerijennet dudiusoc’h eget gant tan ar bed-ma ; guelet a rea, mechans, he sentezed karet ha gantho an arc’heal Sant Mikeal. Ar verc’hez iaouank a ententaz neuze, eb mar, petra oa ar viktor a dlie gounit, e vije saveteat eun devez euz adre zaouarn ar Zaozon : saveteat dre an tan, saveteat dre ar verzerenti. Mes pa velaz ar maro dirazhi, varnez he skei, e rentaz d’ar virionez an testeni diveza ; gant aon na vije deut ar Zaozon gaouiad da embann e doa nac’het he Moueziou, e lavaraz freaz ha krenv dirak an oll, barnerien ha bourrevien, soudardet ha bourc’hizien : « Nan, nan ! va Moueziou n’o deuz ket va desevet ! Dont a reont a berz Doue, n’em euz great nemet senti ouz Doue, em oll oberou. » Neuze e c’hortozaz ar maro, eb spount ebet : unek heur hanter benag e c’helle beza.
Ar verzerez a c’hell guelet c’hoaz ar groaz, hag e lavar : « Jesus ! Jesus ! » mes an tan a bign hag a zev, hanter-guzat a ra ar verc’hez.
Lod euz an dud a ioa eno, strafillet-oll, a velaz hano Jesus skrivet e lizerennou aour azioc’h an tan.