Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
o vont d’ar maro.

schismatik, kristenez vad oun. O Mari, o Sent ha sentezed benniget euz ar baradoz, va diouallit, va zikourit. Ha ! ama ta eo e tlean mervel ! »

Komzou ar verzerez a oue lavaret ken truezuz ma teuaz an dud vad a ioa eno, ha meur a hini euz ar Zaozon zoken, da skuill daelou. Eskop Beauvais, n’euz fors peger kaledet oa he galon, a lenvaz gant eontr roue Bro-Zaoz, arc’heskop Winchester. Meur a hini euz ar vourc’hizien a ieaz kuit, ho c’halon rannet gant ar glac’har ; hiniennou euz ar Zaozon a ’z eaz ive var ho lerc’h.

Jeann o veza goulennet eur groaz, eur Zaoz a stagaz daou dam koat an eil adreuz var egile, hag ho roaz d’ezhi. Ar verc’hez iaouank a gemeraz ar groaz-se, a bokaz d’ezhi gant karantez, hag he lakeaz en he c’herchen. Mes Jeann e doa c’hoant da gaout imach Jesus stag ouz ar Groaz, setu ma pedaz eur manac’h da vont da glask d’ezhi kroaz an iliz tosta. Ar manac’h a zentaz ; pa deuaz ar groaz, ar verzerez a bokaz gant devosion da c’houliou Hor Zalver, en eur lenva dourek. Hag e pedaz ar manac’h da zelc’her ar groaz huel dirak he daoulagad betek he huanad diveza, evit ma vije kennerzet gant sonj eun Doue maro evit hor zilvidigez.

Epad ma skuille daelou c’houero an oll dud o doa eun nebeudik kalon, ar zoudardet Saoz digernez a gane hag a c’hoarze. Hiniennou anezho a rea rebechou d’an ursier : « Hola’ta, beleg, c’hoant ec’h euz d’ober d’eomp leina ama ? » Ha daou anezho a bignaz var al leur-blench, hag a reaz da Jeann bale en ho raok. Jeann a zavaz, kaset e oue dirak ar barner lik, hema a lavaraz d’ar bourreo : « Kasit-hi ganeoc’h. »

Teleziou a ioa great da zevel var ar bern keuneut. Jeann ho fignaz eb krena, gant an Tad Martin en he