Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
e guered sant-ouen.

ar prizoun : euz a zaou unan : pe c’houi a blego d’an Iliz en eur asanti guiska dillad maouez, pe c’houi a c’houzanvo ar maro ; mar plegit d’an Iiiz, e viot tennet euz a brizoun ar Zaozon evit beza lakeat e prizouniou an Iliz.

Ha dre ma teue varzu guered Sant-Ouen, Jeann a lamme he c’halon en he c’hreiz ; e prizoun an Iliz e vije merc’hed var he zro, n’eo ket goazed divergont eo, goazet hag o doa great d’ezhi ruzia gant ar vez meur a vech ; ouspenn-ze, marteze e devije gellet, ac’hano, dougen klemm betek Hon Tad Santel ar Pap evit beza barnet ganthan. Hag he c’halon a lamme, rak lavaret a rea : « Marteze e c’hellin tec’het euz ar prizouniou-ze, rak va Moueziou a gomz d’in, guir eo, euz va merzerenti, mes lavaret a reont ive e vezin saveteat. »

Paour keaz Jeann ! ne entente ket mad he Moueziou en taol-ma : ar verzerenti a ioa evithi ar prizoun, he Moueziou a entente dre eno ar maro en tan ; ar viktor a dlie beza ar baradoz gounezet dre ar maro kriz-se. Ha dre ma ’z ea gant he hent, komzou all, komzou diveza he Moueziou a voudinelle en he fenn : « Jeann, bez var evez, klasket e vezo deseo ac’hanout ; touellet e vezi. » Hag e lavare da Zoue, en he c’halon : « Ne fell ket d’in ober netra eneb ho polontez, netra eneb lavarou va zentezed. »

P’en em gavaz ar plac’h iaouank dirak an oll bobl a ioa eno, e oue lenteat da genta : keit all a ioa abaoue ma oa klozet er prizoun, eb guelet den nemet he bourrevien ! Mes sevel a reaz he c’halon varzu Doue hag e teuaz da hardisât. Ha Loyseleur a dosteaz outhi : « Ar varnerien, emezhan, o deuz truez ouzoch, gant mac’h asantoc’h kemeret dillad maouez, ne vezo great drouk ebet d’eoc’h. » Souezet o klevet an ali-ze, rak he sentezed n’o doa ket