Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
jeann d’arc.

lavaret d’ezhi : « Chench guiskamant a c’hellit. » Jeann a zonjaz gelver he Moueziou d’he c’hentelia. Siouaz ! ne oue ket roet a amzer d’ezhi, ar varnerien a ioa mall gantho ober ho labour fall ; a veac’h eo savet Jeann a vel d’an oll ma reer eur brezegen d’ezhi. Ar prezeger a zo Erard, rener braz skol an doktored e Paris.

E kreiz he brezegen, Erard a lavaraz : « O Frans, bet betek hen ar rouantelez kristen dreist a re all, peger fall out renet hirio ; rak Charles a zo da roue var he veno, o kredi eur verc’h kollet evel m’eo Jeann, a zo deut da veza heretik ha schismatik. » Pa glevaz goall gomz en doare-ze euz he roue, Jeann a vervaz he goad, klevet a reaz kerkent mouez he sentezed : « Respount » emezho.

« E fei, aotrou, eme Jeann a vouez huel, diskleria ha toui zoken a ran var va buez, eo va roue ar guella kristen euz an oll gristenien, ha n’euz den ebet o kaout, muioc’h evithan, karantez ha doujans evit ar feiz hag an Iliz. »

Pa glevaz ar respount stard-se, Erard, kollet ganthan penn he neuden, a joumaz dilavar eur pennad. He deod a gavaz evelato evit lavaret da Vassieu : « Grit d’ezhi rei peoc’h. » Goude e c’hellaz rei ar penn diveza euz he brezegenn.

Er brezegen-ze, rener Paris a c’houlenne digant Jeann soubla d’an Iliz (da lavaret eo da Gauchon), mes Jeann ne c’helle ket rei he ger evelse : respount a reaz eta d’ar brezegen : « Goulenn a ran ma vefen barned gant Hon Tad Santel ar Pab var va lavarou hag oberou ; hen a zo va barner goude Doue. Var ger Doue eo em euz komzet evel m’em euz great, var he c’her eo em euz great va oberou, arabat eo tamall nag ar Roue na den evit va oberou, ganen-me eo int bet great. »