Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
hag ar prosez.

Jeann. — Morse n’em euz laosket eur blasphem, morse n’em euz lavaret an disterra tra eneb sant pe santez ; ar re o deuz inkantet kement-se a zo gaouiadet. »

Setu e berr gomzou hiniennou euz ar goulennou a oue great digant Jeann d’Arc, hag ar respounchou a roaz. Red e vefe astenn re al levrik-ma, evit merka an oll goulennou a oue great d’ezhi. Goulennou ha respounchou a zo bet skrivet gant ar Zaozon ebken, gant enebourien Jeann ; evel m’eo bet diskleriet huelloc’h, respounchou ar verzerez a dle beza bet e guirionez nerzussoc’h eget n’int bet skrivet, ha goulskoude, pa lennomp anezho evel m’e maint, oump souezet o velet peger kaer int.

Ha ma plijont d’eomp-mi pa lennomp anezho, pegement e tlient plijout d’ar re a glevaz Jeann he-unan o rei anezho d’he barnerien a dlefet da henvel he bourrevien. Etouez an dud a iliz gouiziek a deue da zelaou Jeann, hiniennou ne oant ket guerzet d’ar Zaozon evel Cauchon hag he genseurted, hiniennou a dlie sklasa ho goad o velet peger iud e oa an daou varner braz en ho goulennou ; al levenez a dlie, er c’hountrol, para avechou var ho zal, pa velent ar gounid o choum gant ar verzerez.

Avechouigou e oue klevet moueziou tud a iliz o lavaret : « Mad tre, Jeann ! mad dreist ! » hag eur skrivanier saoz en deuz anzavet : « Jeann a ioa sklerijennet gant Doue en he respounchou ; anez, ne defe morse gellet respount ker brao, ken eün d’an doktored gouiziek a glaske luia anezhi. »

Setu perak Cauchon a zavaz aon gantan. Kaout a rea d’ezhan e respounte Jeann re vad da Veauper ha d’ezhan he-unan, sonjal a rea e c’helfe hiniennou etouez kement all a dud trei ganthi, hag evit mouga ar virionez hag ar sklerijen, e c’hourc’hemennaz ma vije hiviziken great