Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
jeann d’arc.

renaz adarre, daou varner ha daou ugent dindannan. Goude m’e devoue touet evel en deveziou all, Beauper a c’houlennaz : « Daoust ha diskleriet euz bet deoc’h ha c’houi a c’hello tec’het ?

Jeann. — E feiz, ne c’houzon nag an deiz nag an heur.

Beauper. — Ho Moueziou o deuz evelato lavaret eun dra benag d’eoc’h var gement-se ?

Jeann. — Ia, diskleriet o deuz d’in e vezin saveteat.

Beauper. — Piou en deuz great d’eoc’h guiska dillad goaz ? Sant Mikeal, santez Katell, pe zantez Mac’harit ?

Jeann. — N’hel livirin ket d’eoc’h brema.

Beauper. — Daoust hag ho tud n’o deuz ket great d’ar veleien lavaret oferennou evit hoc’h henori ?

Jeann. — N’her gouzon ket, ha m’o defe great kement-se, n’eo ket var va ali d’in-me eo. M’o deuz pedet evidon, ne gredan ket o defe great fall.

Beauper. — Daoust hag ar virionez a zo gant ar re a gred e teuit a berz Doue ?

Jeann. — Ia, ar virionez a zo gantho.

Beauper. — Perak e teue tud da bokat d’ho taouarn ha d’ho tillad ?

Jeann. — N’eo ket evit va adori eo, ne laosken anezho da douch ouzon nemet nebeuta ma c’hellen ; mes an dud dister a deue laouen betek ennon, abalamour m’ho difennen.

Beauper. — Daoust ha koves ha kommunia a reac’h dre ma z’ each ?

Jeann. — Ia, zur.

Beauper. — Gant ho kuiskamant goaz ?

Jeann. — Ia, mes eb va armou.

Beauper. — Lavaret a reer oc’h euz blasphemet hano santel an Aotrou Doue, goude ho lamm divar dour Beaurevoir, pa ’z oc’h bet dizemplet.