Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
ar judas loyseleur.

nemeur a van o klevet lavarou he c’henvroad, ar c’here ne zigoraz ket d’ezhan dor he c’halon. Pa velaz an nebeut a fizians e doa Jeann ennhan, Loyseleur a joumaz eun nebeut deveziou eb mont var dro ar prizoun.

Distrei a reaz evelato, mes guisket en doa he zillad beleg, hag o veza ma ne doa ar brizounierez den ebet d’he c’helenn, e c’houlennaz avechou eun ali benag digant Loyseleur. Daou zra a verko d’an oll pegen du oa ene an den-ze, pegen trubard, peger fallakr oa.

Eun devez ez eaz da brizoun Jeann, ha goude beza great d’ar goardou saoz mont er meaz, e lavaraz d’ar verc’hez iaouank trei varzu eur prenestr a ioa en he frizoun, ar prenestr-se a skoe var eur gampr all. Er gampr all-ze edo eskop Beauvais ha Warwick gouarner saoz Rouen ; kemennet o doa da skrivanerien ar prosez dont ive gantho. Epad ma oant oll eno, Loyseleur a gomzaz e kuzul gant Jeann divar benn he frosez, ha Cauchon a lavaraz goustadik d’ar skrivanerien : « Skrivit penn da benn lavarou ar verc’h-se. » En taol-ma, ar skrivanerien a gavaz e c’houlennet re digantho, hag a ziskleriaz ne oa ket leal deseo eur prizounier en doare-ze ; panefe-ze, Loyseleur en defe guerzet Jeann eb mez ebet.

Pa ’z eo guir ar skrivanerien ne felle ket d’ezho ober al labour divalo-ze, Loyseleur her greaz. Mont a reaz eb ehan da velet Jeann evit rei aliou d’ezhi, goulenn diganti petra zonje divar benn an traou brasa, an traou grevusa evithi, ha kerkent ha m’en deveze kuiteat ar verc’hez iaouank, e rede da di Gauchon da aslavaret d’ezhan kement tra en doa klevet.

E leac’h kaout eun alvokad d’he difenn, ha Jeann, merc’h ha minorez, e doa diou vech guir da gaout an alvokad-se, evel ma tiskleriaz Lohier da Gauchon, ar ver-