raz d’ar skrivanier : « N’oc’h euz great netra euz ar pez a c’houlennet diganeoc’h : n’o pezo guennek ebet diganen-me evit eul labour ker fall ! »
Ha perak e oue kavet ker fall labour an den-ze ? Abalamour he desteniou ne c’hellent sikour e doare ebet eskop Beauvais da lakât koundaouni Jeann d’Arc. An testeniou-ze ne ouent ket zoken diskouezet d’ar varnerien, rak Cauchon ne glaske ket rei sklerijen d’ezho : klask a rea ho dalla evit ma teufent da varn Jeann d’ar maro.
En devez kenta, eskop Beauvais en doa hanvet ar re a dlie he zikour da ren ar prosez. C’houec’h barner, eun ursier ha daou skrivanier a ioa bet dibabet ganthan euz a douez an dud a iliz a du gant ar Zaozon. Mistri Paris a roaz d’ezhan c’houec’h barner all evit he zikour da gas he brosez da benn, digemeret e ouent e Rouen d’an 13 a viz gouere.
Falla den a oue guelet er prosez, goude Cauchon evelato, a oue Kolas Loyseleur, euz a Rouen. Guerzet korf hag ene da eskop Beauvais, Loyseleur a reaz he c’halloud evit gounit Jeann, evit he zouella gant he gomzou flour ha karantezuz ; ar verc’h keaz, desevet gant he fals kenteliou, eb difennour ebet, a ioa diez d’ezhi choum eb lavaret, eur vech er mare, traou noazuz evithi he-unan. Loyseleur a oue eal fall ar verzerez, var evez e veze atao, atao o klask luia anezhi.
Er penn kenta, ar fallakr a reaz an neuz da veza a du gant Charles VII ; da lavaret eo, a du gant Jeann, euz he bro d’ezhi, taolet eveldi er prizoun gant ar Zaozon ; dillad hag hano eur c’here en doa kemeret evit ober al labour-ze. Kaout a rea da Loyseleur e defe Jeann diskleriet d’ezhan dioc’htu kement tra a ioa o voaska anezhi. Ar plac’h iaouank, kelennet marteze gant he Moueziou, ne reaz