Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
jeann d’arc.

c’houec’h ugent benag), bugale dreist oll, bodet en dro d’ezhi, hag e lavaraz d’ezho perag e oa beuzet en he daelou : « Va bugale ha va mignouned, guerzet oun dre eun taol iudazerez. Dizale e vezin kaset d’ar maro. Goulenn a ran diganeoc’h pedi Doue evidhon, rak n’em bezo mui galloud da zervicha Doue hag ar vro. » Evelato, Jeann ne c’houie ket peur nag e pe leac’h e vije paket rak lavaret a rea pa oue prizouniet : « M’am bije gouezet e vefen bet paket eno, ne vijen ket eat di ; var urz va Moueziou evelato e vefen eat, n’euz fors petra vije en em gavet da c’houde. »

Sonjal a dlie, mechans, e oa tost ar gualheur d’en em gaout ganthi, pa zisklerie d’he beleg, an tad Paskerel : « Karet a rafen, pa vezin eat euz ar bed-ma, e savfe ar Roue chapeliou hag a vefe lavaret ennho oferennou evit an dud maro o tifenn ar vro. » E guirionez, enkrez a ioa var he spered ; n’eo ket en emgannou eo e sonje ken, mes er maro hag er vuez all.

Compiegn a oue kelc’het epad m’edo Jeann pell aoualc’h euz ar gear-ze : an duk a Vourgogn hag ar Zaozon a ioa en em glevet evit kas soudardet da viret ouz keariz da gaout bevans euz a neb lec’h. Kerkent ha ma klevaz guerc’hez Orleans e oa kelc’het Compiegn, e tastumaz buan tri pe bevar c’hant soudard evit mont da zikour ar gear-ze e doa dalc’het mad da roue Frans : « N’oc’h ket aoualc’h, a lavaraz d’ezhi unan benag, evit mont a dreuz arme ar Bourgogniz hag ar Zaozon. » — « Aoualc’h omp, emezhi, mont a rankan da zikour va mignouned euz Compiegn. » D’ar 24 a viz mae 1430, da hanter-noz, ec’h en em lakeaz en hent, ha dre an denvalijen ne oue ket guelet gant ar Zaozon ; dioc’h ar mintin edo e kear Compiegn. Kerkent ec’h en em glevaz gant ar gouarner evit mont er meaz