eün ha leal. » Ar roue a respountaz : « Me, dre c’hras Doue, varnez beza sakret roue Frans, a ro va ger dirak Doue hag he Zent, e virin hag e tifennin guiriou an ilizou hag an eskibien. Me a ro va ger, en hano Jesus-Christ, e rin d’am fobl kristen beza fidel d’an Iliz, e tifennin anezhan eneb peb laeronsi, e rin d’am barnerien beza leal e kenver an oll, erfin, e kasin an oll heretiked er meaz euz va rouantelez. Hag e touan var va le e talc’hin mad d’am ger. »
Var ar c’homzou-ze, an daouzek a droaz varzu ar bobl da c’houlen hag asanti rea e vije kurunet Charles. Laouen-dreist, an oll, braz ha bian, a lavaraz ia ; kerkent an duk a Alanson a zavaz Charles e renk ar varc’heien. Da c’houde, an Aotrou ’n Arc’heskop a bedaz an Oll-C’halloudek da rei nerz ha dousder d’ar roue nevez, hag a reaz sin ar groaz varnhan gant an Oleo sakr : var he benn, he beultrin, he ziouskoaz, he zivreac’h.
Pa oue merket izili ar roue nevez gant an Oleo burzuduz, an arc’heskop a lakeaz var benn Charles kurunen aour rouaned Frans, lakât a reaz ar c’hleze oc’h he gostez, ar vialen a roue en he zourn, kentrou aour oc’h he voutou, hag eur vantel presiuz var he ziouskoaz. E koulz an oferen, ar roue nevez a resevaz ar gommunion zantel ; da c’houde, e roaz eur pok a beoc’h d’ar brinsed, d’an eskibien, ha d’an dijentiled euz ar renk huela.
Ha pa oue achu an oll lidou sakr, an trompillou a zounaz sklear ha lirzin, an dud a lakea an iliz koz da dregarni en eur iouc’hal : « Buez hir d’ar roue nevez ! Nedelek ! Nedelek[1] ! Bevet Charles Seizved ! »
- ↑ ar ger Nedelek a verke guechall ar brasa levenez, abalamour ginivelez Hor Zalver, e noz Nedelek, e deuz digaset laouenedigez d’ar bed oll.