vured sakr, hag he c’hasaz betek porched an iliz-veur.
Aotrou ’n Arc’heskob Reims, guisket en he gaera, he vaz aour a arc’heskob en he zourn, eur mintr skeduz var he benn, he jalonied en dro d’ezhan, a ioa er porched ; reseo a reaz an Oleo sakr, he gas a reaz e prosesion betek an aoter vraz. Ar pevar gabiten, evit heuil al lidou koz, a ieaz var varc’h betek kreiz an iliz : diouall a dlient an Oleo burzuduz euz a bep drouk.
En dro d’ar roue e tlie beza daouzek den euz ar renk huela, evit digas da zonj euz an daouzek abostol en dro d’Hor Zalver Jesus-Christ : c’houec’h den a lez ha c’houec’h den a iliz. An dud a lez a oue : an duk a Alanson, komtet Clermont ha Vendom, dijentilet Laval, de la Tremouill ha Beaumanoir ; an dud a iliz : arc’heskop Reims, eskibien Laon, Chalons, Seez, Orleans, hag eun eskop all. Arc’heskop Reims a dlie lavaret an oferen, eur c’henderv d’ar roue a dlie delc’her he gleze dirazhan, betek ma vije great marc’hek.
Ha Jeann ? e pe leac’h edo ? — Al lidou koz ne verkent plas ebet d’eur verc’h eveldi, mes Charles en doa diskleriet en derc’hent : « Jeann a vezo da dosta d’eomp. » Evit guir, choum a reaz hed an oll lidou santel tost d’ar roue nevez, sounn he banniel ganthi, doualagad an oll troet varzu Charles ha varzu ennhi. Ha pa deuaz divezatoc’h, e Rouen, ar varnerien Saoz da zrouk-komz d’ezhi, abalamour m’e doa kaset he banniel en iliz, Jeann a respountaz : « Va banniel a ioa bet er boan, dleet oa d’ezhi beza en henor. »
Charles, eur vech ma oue deut en iliz, a zaoulinaz dirak an aoter vraz, an daouzek en dro d’ezhan. Araok konsakri ar roue, an Aotrou ’n Arc’heskop a lavaraz d’ezhan : « Ho pedi a reomp da zifenn guiriou an Iliz, ha da veza atao