Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
e jargeau.

varaz d’ezhan : « Var araok ! var araok ! Ah ! emezhi ! daoust hag aon o pefe ? Daoust ha ne c’houzoc’h ket em euz roet va ger d’ho pried e tistrooc’h d’ar gear e buez ha iac’h pesk. » Neuze an duk ne argilaz mui.

Eur Zaoz braz ha krenv a rede euz an eil tour d’egile o pilat dre ma’z ea skeuliou ar Fransizien. Mes Ian Lorren a ioa eno gant he ganol : an duk a Alanson a ziskouezaz d’ezhan ar Zaoz, Ian a droaz he ganol varzu ennhan, hag a bilaz he zen e kear gant an tenn kenta.

Epad ma strake ar c’hanoliou ha ma iouc’he ar vrezellerien, Jeann a ioa eat el leac’h ma oa goasa an emgann. Suffolk a glaskaz meur a vech kaout eun emgleo, sina ar peoc’h evit eun tamik amzer ; he vouez ne veze ket selaouet. Jeann a oue tizet e kreiz ar stourmad. Edo o sevel var eur skeul pa oue guelet gant ar Zaozon, kerkent unan anezho a vannaz eur mean pounner, hag a goezaz var tok houarn guerc’hez Orleans. Jeann a ruill en douvez. Ar Zaozon a iouc’h gant al levenez, ar Fransizien a zo glac’haret oll. Mes hi a zao buan ha kerkent e lavar : « Mignouned, dao ! dao ! dalc’hit mad. Hor Zalver en deuz kondaonet ar Zaozon, d’eomp int breman. » Kear a zo kemeret neuze : ar Zaozon o doa kollet daouzek kant den epad an emgann. Spountet o velet kement-se, Suffolk a dec’haz gant e vrezellerien var pount al Loire, er meaz a gear, mes ar Fransizien a oue eno kerkent hag hi. Ar Zaozon ne c’heljont ket difenn ar pount, setu ma ouent oll paket pe lazet. Suffolk he-unan a oue prizouniet.

Goude beza karget eur rum soudardet da ziouall ha da zifenn hiviziken Jargeau, Jeann hag he zud a redaz varzu Meung ha Beaugency, diou gear izeloc’h eget Orleans var ribl al Loire. Meung a ioa da dosta da Orleans ; Jeann hag