Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
jeann d’arc.

var ar Zaozon, rak Doue a zo ganeomp. Ma ne vije ket Doue ganen, daoust ha ne vije ket bet guelloc’h din beza chomet da ziouall ar zaout e Domremy. » Kennerzet dre ar c’homzou-ze, ar gabitened a roaz urz da gelc’ha kear.

Er meaz euz a gear, e oa torgennou difennet gant soudardet ha kanoliou. Jeann a ieaz var an torgennou-ze da genta. Ar Zaozon a boaniaz d’en em zifenn, ha Suffolk he-unan a redaz er meaz euz a gear evit sailla var ar Fransizien. Ar c’hrogad a oue tenn, Jeann he unan, sounn he banniel ganthi a ieaz e kreiz an emgann, ha dioc’h ar pardaez, torgennou ha douveziou Jarjeau a ioa da Jeann.

Antronoz, kleier kear a c’halve an oll Zaozon d’an emgann. Mes epad an noz, Jeann e doa renket ker brao ha ker mad he c’hanoliou tro var dro da gear, ma pilaz kalz euz an touriou gant an tennou kenta, ha ma freuzaz mogeriou kear e meur a leac’h. Kanoliou ar Zaozon a groze ive, mes ober a reant muioc’h a drouz eget a c’hlaz. Epad ma tivogede ar c’hanoliou, Jeann a viraz na oue lazet an duk a Alanson. Hema a ioa eat tost-tost d’ar mogeriou evit guelet piz peb tra, pa lavaraz Jeann d’ezhan : « Pellait mar plij, pe e viot lazet gant an ijin-ze. » An duk a zentaz kerkent, eur marc’hek a gemeraz he blas hag a oue lazet mik dioc’htu gant an tenn kanol.

Pa oue diskaret aoualc’h mogeriou kear ama hag ahont, Jeann a c’hourc’hemennaz d’an trompillou seni, evit ma pignfet var ar mogeriou. Ar Fransizien a lammaz skanv ha kalonek, mes ar Zaozon en em zifennaz evel leoned kounnaret. An emgann a badaz peder heur, spountuz da glevet, spountusoc’h c’hoaz da velet. An duk a Alanson ne grede ket lemel e kreiz ar stourmad, mes Jeann a la-