sion ar verc’h iaouank a rent testeni d’ezhi. Dougen a ra, guir eo, dillad goaz. Er c’hiz-se e c’hell beva en eun doare deread etouez soudardet, stourm guelloc’h a ze en emgannou, difenn he c’henvroiz, diarbenn an enebourien, ha diskouez e c’hell Doue, pa gar, diskar ar galloudussa mistri brezel dre zourn eur plac’h iaouank. » Al levr-se a sklerijennaz meur a hini o doa beac’h o kredi e c’helle Doue ober traou ker burzuduz dre zourn eur verc’h, hag a roaz muioc’h a fizians c’hoaz d’ar guir gristenien.
Ar roue a grede muioc’h eget biskoaz e teue Jeann a berz Doue. Pa glevaz lavaret e oa guerc’hez Orleans en hent evit mont d’he gaout, e tiblasaz euz he gastell e Chinon evit mont d’he diambroug. Jeann a gavaz eta ar roue iaouank e Tours. Ar roue a reaz eun digemer karantezuz d’ezhi. C’hoant en doa da lakat anezhi, divar neuze, e renk an dud a noblans huel. Mes Jeann n’edo ket o klask henoriou : c’hoant ober labour Doue eo e doa. Lavaret a reaz eta da Charles VII : « Grit buan ar pez a c’houlenn Doue diganeoc’h, it da Reims evit reseo ho kurunen a roue, rak, emezhi, eur bloaz e padin, mes ne joumin nemeur ouspenn. Red eo d’eoc’h ober labour vad epad ar bloaz-se. » Ar roue ne c’houlenne ket guell, rak lavaret a rea en eul lizer skrivet da vourc’hizien Tournay d’an 22 a viz mae : « Evit peurgas hon enebourien e fiziomp var hor zoudardet ha var zikour Doue, Jeann d’Arc eo e deuz renet betek-hen hor brezellerien ha fizianz or beuz e kaso he labour da benn. »
Ar roue iaouank a skrive kement-se, mes ne oa ket mestr awalc’h.