Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
jeann d’arc.

gant he jadennou pounner, ne c’helle ket bale buan ; choum a rea divarlec’h a nebeudou, en eur ober an neuz da boania kalz. Pa velaz ar marc’hek e tec’he ar Zaozon da vad hag e oant dija pell araok, e troaz varzu he vanac’h, hag e krogaz ennhan : « Va mignoun, emezhan, feaz oun o tougen va chaden, en han’ Doue, pleg eun tamik ma savin var da gein. » Kerkent ha m’en devoue ar manac’h sammet he zen, du Bar a lavaraz dezhan : « Ha brema, va mignoun ker, te am c’haso, n’eo ket da Vro-Zaoz eo, re hir e ma ac’han ha re skuiz e vefez, mes da Orleans. » Ar manac’h a c’hinaz, mes ar marc’hek a ioa eun denn krenv, kaled he veud, ober a reaz d’ar paour keaz manac’h he gas betek Orleans. Eno e tirollaz ar c’hoarz pa oue guelet an daou zen oc’h en em gaout, an eil var diouskoaz egile.

Eur vech m’o devoue tec’het ar Zaozon, Jeann e doa roet ar merk kenta e teue a berz Doue : torret e doa ar c’helc’h a vouge Orleans. An eil labour a oa hencha ar roue da Reims evit beza kurunet. E leac’h chom da ehana en Orleans evit reseo meuleudiou an dud, Jeann, d’an dek a viz Mae a ioa en hent evit mont da gaout Charles VII : mall e doa da labourat. Orleaniz a lenve dourek o lavaret kenavezo : kement a leac’h o doa d’he zrugarekât ma n’eo guest den d’hen lavaret. Ma oa eleiz euz an offiserien huela a eneb Jeann, an dud santella a ioa a du ganthi. Guizieka den a ioa neuze er Frans, Gerson, rener an doktored, a skrivaz, en amzer-ze, eul levr evit diskleria d’an oll ar virionez var Jeann d’Arc. « Kredi a c’heller, emezhan, e teu e guirionez Jeann, guerc’hez Orleans, a berz Doue, abalamour m’e deuz bet an treac’h var he enebourien, hag abalamour m’eo eün al labour a ra o renta he rouantelez d’ar roue guirion. Furnez ha devo-