Pajenn:M. Abgrall - Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz, Feiz ha Breiz, 1914.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

deoc’h n’eus deut julod ebed er baradoz ? Mat, ugent vloaz a zo, hag evelse e welit ne vez ket grêt a brosesionou re alies. »

Mac’harit ha Yan a jome sioul : rezon o devoa o daou. Ar brosesion a zistroe ; en em lakât a rejont en renk evel ar re all, hag ez ejont er baradoz e giz pa vijent êt d’ar gêr : lakeet e ouent da azeza e kichen ar mondian, ha ken kaër oa o c’hadoriou hag e hini ha pella ma c’hellent gwelet er baradoz ne welent nemed peorien, tudigou dister, labourerien, tud a boan pa oant var an douar ; ar re binvidik n’oant ket stank ; unanik bennak, ar re o devoa roet d’ar paour eul loden vras euz o danvez.

M.-A. ABGRALL.


————