Pajenn:M. Abgrall - Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz, Feiz ha Breiz, 1914.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

Yan a lavare e vije ar re baour digemeret eno gant muioc’h a henor hag a joa eget ar re binvidik, ha Mac’harit a lavare, er c’hontrol, e vije grêt er baradoz, evel var an douar, muioc’h a henor d’ar pinvidik eget d’ar paour ; edont adarre o vont d’en em zikanat divar goust an dra-ze, pa weljont dirazo palez kaêr ar Baradoz ; edot just o tigeri dor ar porched a lugerne evel pa vije an heol ebarz : « Sell ’ta, Mac’harit, eme Yan, emer o tigeri d’eomp an nor. » — : « E feiz, ya avat, Yan ; oh ! na kaera maner, kaëroc’h eo, e feac’h, eget hini Ker-Yan, n’peus ket a zonj, Yan, an hini hon devoa gwelet pa oamp bet e pardon sant Yan, er bloavez ma oamp eureujet. »

Ha setu ma klevjont ar c’hleier o son ; prest e weljont eur brosesion gaër o tispaka, eur groaz aour araok, bravoc’h vit hini Sant Thegonneg, eun toullad pannielou kaëroc’h ’vit re Lambôl, ha drapoiou gant an elezigou, eun dudi o gwelet : « Sell, eme Yan, erru oar d’hon c’herc’hat gant ar brosesion, evel ma ’z êr da ziambroug an Aotrou ’n Eskop, » hag e save sounna ma c’helle gant al lorc’h  ; Mac’harit ne oa ket nebeutoc’h enni, mes biken ne divije hen diskouezet : « Alo  ! ro peoc’h ; gwelet a ri… » Ne deas ket larkoc’h  ; ar groaz a dostea ; Yan a ziwiskas e voned ; Mac’harit a gemeras he chapeled, hag ez eant gant bordik an hent, en eur bedi ; ar groaz a dremenas ; ar zant he douge a reas eur musc’hoarz ouz an daouik koz, egiz p’o anavezje ; ar re all, dre ma tremenent a zelle outo ive gant karantez ; pa oant êt ebiou, Yan a gouezas e veudik en e zourn ; eun tammik mez ha dipit en devoa, mes Mac’harit avat a oa sounn he fenn ganti  : « Ah ! va denig paour, n’em boa ket lavaret d’it  ! » Yan gêz ne lavare grik ; eur zant koz, eun tammik poan d’ezan o vale, a deue varlerc’h ar re all en eur jilgammat, ha Yan d’e gaout : « Va den mat, c’houi a lavarfe d’in-me, da belêc’h ez a ar brosesion gaër-ze  ? »  : « Me a zo o vont da lavaret deoc’h : deac’h oa maro eun den pinvidik bras, hag emer o vont da gerc’hat anezan d’ar baradoz. »

En tôl-ma avat, Mac’harit ne ouie ket ken petra lavare gant ar fouge a ioa enni « Ac’hanta Yan, n’em boa ket lavaret d’it, Mes ar zant koz a lavaras, sioul, n’eo ket brao, en em zisput ken tost d’ar baradoz : « An den ma komzan deoc’h anezan, en devoa danvez, gwir eo, mes paour oa evelato, n’oa ket stag e galon outo, hag o roët en deus d’ar paour ; n’en em zervije ket euz e beadra evit debri friko ; ober a rea pinijen ; abalamour da-ze ar baradoz a vezo d’ezan evel ma ’z eo d’ar paour ; evit lavaret ar wirionez, bep wech ma teu eur julot en hon touez e vez grêt henor d’ezan hag ez a ar brosesion d’e gerc’hat ; setu ama perag : ar beorien a zo unan pe unan anezo, epad an amzer, oc’h erruout er baradoz ; dont a reont ebarz evel d’ar gêr ; ma ’z affe an anseignou er mêz bep wech ma teu eur paour ama, e vefent atô var zav hag e teuffet da inoui gant ar prosesionou ; ar re binvidik, er c’hontrol, a deu ken rouez er baradoz ma ranker kas ar bannielou d’o c’herc’hat evit rei avel d’ezo eur wech an amzer : Pegeit a zo a gav