Pajenn:M. Abgrall - Pardon Itron Varia Rumengol. Feiz ha Breiz, 1936.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206

ez ejont da zebri peb a damm bara dindan gwez park ar chapel.

Ni a oa noz pad ziblasjomp diouz Rumengol ; ar merc’hed a felle d’ezo gwelet prosesion ar miraklou. Pa oamp tost dija da c’har ar Roudou-Hir e welis an tad hag e vugale o vont en hor raok ; bale a raent drant ha seder, egiz ma ne vije ket bet skuiz ; me a gontas d’am merc’hed ha da Joz ar pez a ouien diwarbenn an den kalonek-se ; ar merc’hed o divije karet o lakât adarre er c’harr bihan, met allas, n’oa ket a blas ; pa oamp, en o c’hichen, e talc’his al loen, en e zav ; va anaout a rejont dioustu ; an tad a zavas e wialenn, er vann, evel evit va saludi ; an daou baotr brasa a deuas da floura ar marc’h gant o daouarn hag an hini bihan a ziskouezas d’eomp e zizenez egiz pa vije bet gantan ar groaz a enor ; Lizig ha Soazig a roas d’ar pevar bugel peb a zizenez alaouret ; m’ho pije gwelet pegen laouen, pegen eurus e oant o fevar ; biken n’em bije kredet e c’helljed gant ken nebeud a dra ober kement alla blijadur : E feac’h, a lavaras an tad, evit breman avat ne vezo ket ar roue kar d’ezo ! kement a lorc’h a zo enno, me a zo sur, evel ma ho pije roet d’ezo peb a gant skoed ; tri mil bennoz Done d’eoc’h, va zud vat !

Hag e leverjomp kenavo an eil d’egile, evel mignoned : « abaoe, eme Yann, ne ’m eus ket ankounac’haet an tad-se, nak e vugale ha morse n’em eus kavet ker kaer pardon Rumengol hag er bloavez-se ! »

M. A. ABGRALL.


————