Pajenn:M. Abgrall - Pardon Itron Varia Rumengol. Feiz ha Breiz, 1936.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205


An dour, eme Yann, a deue em daoulagad o welout feiz ha nerz-kalon an den-se. En em gavet e Rumengol, an tad hag ar vugale a ziskennas hag a ’z eas war ein d’an iliz ; me goude beza laket va marc’h er marchosi a ’z eas, gant va faner, da glask va merc’hed. Ne voen ket pell evid o c’haout ha goude beza debret ar c’hrampoez, gand eur banne kafe, ez ejomp ivez d’an iliz ; kenta ’welis eno, etouez ar bardonerien all, oa paotr Sant Alar, war e zaoulin sounn, dirak ar Werc’hez, e vab bihan, en e zav, etre e ziwrec’h, e vugale all, daoulinet, en e gichen ; edont eno, ouspenn eun eur a oa ; dem-goude, an tad a zavas, en e zav, a gemeras e baotr bihan, hag en eur gregi en e ziwesker, gant e zaou zoura, her savas, uhella ma c’helle hag e lavaras : — Ro eur pok d’ar Werc’hez ! Ar paotrig bihan nec’het, a respontas : — tad, n’oum ket uhel a-walc’h, da bokat d’he fenn ! : — Ro eur pok d’he zreid, neuze, gant da zourn !

Kerkent an hini bihan a gasas, ker brao ha tra, e zournig d’e c’henou, en eur lakât e vuzellou da strakal hag e touchas, gant doujans, ouz troad pe ouz bevenn sae ar Werc’hez hag e sellas outi, en eur vousc’hoarzin, evel pa vije bet ouz he gortoz da lavarout d’ezan : — Paotrig mat, te a zo mignon d’in-me !

An tad a reas an hevelep tra d’an tri bugel all ha dre m’o save, evelse, e welep e vuzellou, o finval evel pa vije bet o lavarout bennoz Doue d’an hini he devoa diouallet d’ezan e vugaligou ha neuze ivez, d’e dro, e sav e vialenn er vann, e touch ganti ouz ’treid ar Werc’hez hag o kregi e daouarn an daou vihanna, ez eas er mêz, an daou all d’e heul ; ober a rejont teir zro d’an iliz ha goudeze her gwelis o varc’hata eun hanter dousenn dizenezou, eus ar re wella marc’had, e c’hellit kredi ; ar vugale a ziskoueze d’ezan re all, bravoc’h, re alaouret : « ar re-ze, a lavaras hen d’ezo, a zo re ger ; ho mamm he deus lavaret prena eus ar re wella marc’had. » Tri gwenneg e koustchont d’ezan hag en eur vandenn ez ejont da lakat o bennigen, d’ar sakreteri ; pa deujont er mêz e stagas peb a hini d’ar vugale ouz o gouzoug ; an diou all a lakeas a-istribilh ouz boutonnou e jiletenn ; neuze, laouen bras,