Pajenn:M. Abgrall - Pardon Itron Varia Rumengol. Feiz ha Breiz, 1936.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202


Pardon Rumengol a zo chomet eur pardon a c’hiz koz ; breman evel gwechall, an holl bardonerien, dre ma tigouezont a ’z a da zaoulina dirak skeudenn ar Werc’hez ; eno an holl a bed kalonek ; pa vez achu o fedenn, an holl ivez a stok ouz ar Werc’hez o gwialennou gwenn ; ar re n’o deus gwialenn ebet a stok darn o disglavier, darn o zok pe eun dra bennak all ha goudeze, holl ivez e raer tro an iliz, teir gwech ha n’eo ket hepken an dud diwar ar mêz eo a ra an dra-ze, met an holl, ar vourc’hizien, an dudchentil kouls hag ar goueriaded; gwelet em eus bourc’hizien yaouank eus Kemper, Brest, Landerne, oc’h ober tro an iliz, ar chapeled en o dourn, hag o pedi c’houek.

E Rumengol c’hoaz, an holl a bren eun dra bennak da zigas d’ar ger, pep hini diouz e eas hag holl ivez ez eont da lakât o bennigen, kouls ar re n’o deus nemet daou wennegad dizenezou evel ar re a bren skeudennou pe metalennou arc’hant hag aour.

En deiz all e oamp eun toullad amezeien ha me o komz eus an traou kaer a weler e pardon Rumengol ha Yann ar Genkiz, va mignon brasa, a lavaras d’eomp an dra-man :

« Warlene e oan bet e pardon Rumengol hag em oa gwelet eun dra ha ne ankounac’hain morse.

Da un ar Pentekost pa oamp o tebri hon lein, Mari-Jann va hini goz a lavaras d’in : « Sonj ho peus Yann ho peus prometet pa oa klanv al loened ez afe unan eus an ti da bardon sant Herbot [1] ; mar kirit ar merc’her, Lizig ha Soazig a’z ay hag ac’hano ez aint da bardon Rumengol; va breur Job a ’z aio ivez setu m’o devezo kompagnunez vat ».

An diou verc’h a lavaras :

— Kontant oc’h, n’eo ket ’ta, va zad ?

— Ya ! ya ! emeve, gant ne vezoc’h ket re skuiz.

  1. Pardon sant Herbot, e Ploneve ar Faou a vez grêt, bep bloaz, da wener ar zizun wenn ; er bloaz-man e tigouezo eta d’ar 5 a vezeven.