Pajenn:M. Abgrall - Pardon Itron Varia Rumengol. Feiz ha Breiz, 1936.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72vet BLoavez — Nnn 5
Miz Mezeven 1936

FEIZ HA BREIZ


PARDON Itron Varia Rumengol [1]


Setu digouezet adarre pardon Rumengol, ar c’haera, a dra zur, eus hor bro, rak eur gwir bardon eo, eur pardon breizat, eur pardon a zevosion ; da bardon Rumengol, an holl a ya evit gwelet ar Werc’hez, evit he fedi, evit he henori ha mar da unan bennak evid e blijadur, pa en em gavont eno e reont evel ar re all.

Da zadorn ha da zul ar pardon, kals tud, gwazed ha merc’hed, a dosta ouz an daol zantel, goude beza bet o kovez.

Pardon Rumengol eo pardon an holl ; an tadou hag ar mammou a ’za di gant o bugale evit o c’hinnig d’ar Werc’hez ; an dud yaouank, re Leon koulz ha re Gerne, ha dreist-holl ar baotred yaouank a dle mont er bloaz-se er zervich, a’z a eleiz anezo war o zroad, dindan noz, eur wialenn wenn pe rikamanet en o dourn, da c’houlenn skoazell Itron Varia Rumengol ha pa zizroont d’ar gêr, druilhajou dizenezou ouz o bruched, ar vugale a vez ouz o gedal evit kaout eun dizenez ; en derveziou warlerc’h ar pardon, an holl vugale a vez ganto ouz o gouzoug, pemp c’houec’h dizenez, n’eo ket hepken ar vugale vihan, gwelet em eus merc’hedigou, achu o faskou etouez ar

vugale, hag a veze lorc’h enno o tougen an dizenezou-ze.

  1. Pardon Rumengol a zigouez atao da zul an Dreinded ; er bloaz-man e vezo eta d'ar 7 a viz mezeven.