Pajenn:M. Abgrall - Marc'h an aotrou n'Eskop, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

welet e pe leac’h e kavje melchen ; an holl a oar an dud keiz-ze n’o deus na park na prat, hag evito kement a zo er mêz a zo boutin ; evit doare ne renkas ket mont a bell ; dont a reas en dro dizale, eur gazeliad velchen tener gantan ; mes ar marc’hig paour ne reas van ebed outo pa oent taolet en e gichen ; kaër o devoa ar bôtred frota anezo d’ezan ouz e c’hinou, ne esea ket o dibri ; en eun taol kont e reas eur fringaden ; dibrada a reas e benn diou pe deir gwech ha goudeze ne finvas mui ; maro oa. Jakob pa her gwelas, reud e bevar ibil en ear a lavaras gant eur vouez glac’harus : « Allo, breman avat emaomp kempenn ganti ; maro Koko, ha gwenneg ebed da brena eun all ! » Ar vaouez a zirollas da grial fors, hag an daou bôtrig ne ouient ket c’hoaz petra oa ar maro a zalc’he da frota al loan paour ha da ginnig melchen d’ezan.

Abenn eun tachad, ar mestr a lavaras : « Gwella hon deus da ober eo mont d’ar gear dosta da glask eur c’higer ; marteze e preno da vihana ar c’hroc’hen, hag hon devezo eur gwenneg bennak da gaout bara. » An daou vugel a gomprenaz neuze hag a en em lakeas da ouela ha da zifronkal ma oa eun druez o c’hlevet ; o zad ne jomas ket da dorta ; kregi a reas en o daouarn hag e chachas anezo gantan ha iao varzu kear, hag ar vam varlerc’h en eur ouela atao. Abenn eun anter heur vale e weljont eun tachad ac’hano, daou dour ; an daou bôtr a laoskas eur youc’haden hag en eur sklakal o daouarn e leverjont : « Sell, tad, daou dour ! aze ez euz eun eskop, n’eo ket ’ta tad. » Kustum awalc’h e oant da vale bro hag e ouient e vez peurliesa daou dour var an ilizou, el leac’h ma veze eun eskop.

Pa errujont e kear e oa nebeut a dud var zao ; mintin oa c’hoaz ; eur plac’h bennak o vont da ober he marc’had, ha neuze