Pajenn:M. Abgrall - Marc'h an aotrou n'Eskop, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —


MARC’H an aotrou ’n Eskop


Abred, abred, diouz ar mintin (e miz ebrel a gav d’in edot) e oa var an hent bras a gase da eur gêrig koant euz an tu all d’ar Frans, eun tam kariolen goz, evel a vez gant pôtred ar gomedi ; dies oa gouzout pe hi a jome en he sav, pe hi a yea var araok ; ar marc’hig kêz, a oa stag outi, a daole a veac’h an eil troad araok egile. Ar loan paour a ioa bet gwenn gwechall, mes evit breman e vleo hag e reun a ioa e liou ar boultren, ha druilhet evel ar stoup a vez gant ar bôtred vihan da lakât en o sifoc’hellou. Mestr ar voetur, pôtr ar gomedi, a oa o vale e kichen e varc’h hag her sikoure gwella ma c’helle ; bunta a rea var ar morzolerou, ha bep an amzer e lavare : « Allo ! Koko, kouraj ; emaomp tost. » Koko a gleve, kredabl, rag ficha a rea e ziskouarn, mes avat ne astenne ket e gammejou ; anat oa ne d’aje mui a bell. Jakob, pôtr ar gomedi a wele an dra-ze re vat, ha tenval oa e benn.

Ar vintinvez a oa kaër dudius ; al laboused a dride hag a gane o fedennou diouz ar mintin ; ar gliz a luie evel mein presius gant an heol a oa o tispaka e lagad du-hont, e bord an oabl alaouret ; Job ne gleve ha ne wele netra nemed e varc’h ; sonjal a rea marteze p’en divije bet enn tam boued e c’hellfe mont adarre beteg ar gear dosta ; bunta a reas var ar rod, da zikour ar marc’h da vont da vord an hent hag e chomas a zav ; n’en devoa ket a ezom da lavaret oh ! Koko a jomas krenn a zav ive, hag e krene var e dreid, evel eur bern delliou. Neuze oue klevet mouez eur vaouez o krial diouz ar voetur : « Petra ’zo, Jakob ? » : « Koko ne c’hell mui bale, chom a rankomp a zav aman. » Kerkent daou bôtr bihan a lammas er meaz ; edont o tont diouz o gwele, kredabl, rag diarc’hen oant ha diskabel ; n’oa en dro d’ezo nemed eun tam bragou berr hag eur jileten barrennet ruz ha du ; doare o devoa da gaout unan daouzek vloaz, egile eiz pe nao ; o daou e sikourent o zad da zisterna ar marc’h ha gant o daouarnigou e flourent anezan en eur lavaret : « Koko baour, Koko geaz, skuiz out, n’eo ket ’ta ; bremaïk ez po boued ha goude ni valeo sell, ha ne vi ket skuiz mui. ».

Anet oa e karent kalz Koko ; henman pa oa distag a reas eur gammed pe ziou hag a c’hourvezas a stog e gorf er fos ; Jakob a gemeras eun tamm falz koz hag a lammas var ar c’hleuz da