Pajenn:M. Abgrall - Kalon ar vam. Feiz ha Breiz, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —



8

Nan, kaëroc’h ’get an oll draou-ze
En deus grêt an Aotrou Doue ;

9

Me lavar heb fazia tam
Kaëra ’zo eo kalon eur vam.

10

Kaëra tra ouffet da welet
Eur vam var eur c'havel stouet,

11

O pokat d’he c’hrouadurik
Glan ha koant evel eun Elik.

12

Nan, e neb lêc’h, dre holl, er bed
Netra kaëroc'h ne vô gwelet.


M.-A. Abgrall.


————