Pajenn:M. Abgrall - Kalon ar vam. Feiz ha Breiz, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —


Kalon ar Vam


————


Var dôn : An Aotrou Nân.
(Barzaz Breiz.)

\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \minor
    \tempo \markup { Andante }
    \time 2/4
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    f,4 g8. c16 | c4 (bes8.) f16 | g4 c | c (d8) r | \break
    a [bes] c c | a4. g8 | f4 g | a ~ a8 r | \break
    f4 g8. f16 | bes4 d | c8 ([bes] a8.) c16 | bes4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Li -- vi -- rit d’in -- me, me ho ped,
    Pe -- tra kaë -- ra tra ’zo er bed
    Pe -- tra kaë -- ra tra ’zo er bed.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


1

Livirit d’in-me, me ho ped,
Petra kaëra tra ’zo er bed ?

2

N’eo ket heol laouen ar beure
Ken kaër, ken skedus koulskoude ;

3

N’eo ket an oabl sklerijennet
En noz dudius da velet ;

4

N’eo ket er c’hoat, ar gwez uhel
Holl oc’h eja gant an avel ;

5

N’eo ket trouz spountus ar mor braz,
Nag hiboud sioulik dour ar waz ;

6

N’eo ket zoken ar bokedou,
Ker koant, en hanv, var hor c’hleuziou ;

7

Na kan lirzin al laboused
Nag o flunv ken kaër marellet ;