Pajenn:M. Abgrall - Gwezen avalou Marianna Goz, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115


Setu e kreiz miz Gwengolo e oa eun nozveziad avel grenv ; pa zavas Marianna diouz ar mintin e oue souezet holl o welet eur grugel avalou var ar yeot dindan he gwezen : « Gwerc’hez Vari nag a avalou, ha re gaer ’ta ; biskoaz n’int bet ker bras, na ker ruz, an Itron a zo gwelloc’h he daoulagat eget va re-me ; lavaret he devoa d’in sur e roje an Aotrou Doue peadra d’in da veva adarre er bloaz-man ! » Hag an hini goz a garge he zavancher ; meur a dro a rankas da ober ; ne daolas ket a evez ne oa ket an avalou-ze holl euz ar memez seurt ; en eur o destum avat e lavare he fater evit he gwezen avalou hag evit he Intron vat. Teir vintinvez dioc’htu e kavas avalou da zestum hag e lavare outi he-unan : « An Aotrou Doue zo mat ouzin o lakat va avalou da goueza o-unan, rak biken n’am bije gellet o disken pa ne welan mui sklear koulz lavaret. Marianna goz ne vankas ket a voued d’ezi : Intron ar maner a gavas he avalou ker kaër ha ker mat, ma prenas anezo hag o faeas eur priz bras.

Abenn an hanv varlerc’h ar wezen avalou a ioa dizec’het gant ar gozni ; mes Marianna goz a ioa maro araok, hag evelse ne rankas ket asten he dourn da c’houlenn an aluzen.

Eun nebeud bloaveziou goudeze, Intron maner ar Genkiz a varvas ivez ; an holl er vro a ouelas d’an hini a hanvent an Intron vat. E touez mevellien ar maner e oa unan hag a ioa e servich an intron hag he zud abaoue e vugaleach ; ne reat anezan nemet Lan ar Maner ; ar mevel koz-ze eo a ieas da gemenn d’ann Aotrou Person oa maro e vestrez vat ; o daou e skuilhjont daëlou puilh en eur gomz euz an hini a ioa bet Providans ar vro ha skoazel an dud ankeniet. Neuze eo e lavaras Lan d’an Aotrou Person deus peleac’h e oa deuet da Varianna goz, er bloavez diveza euz he buez kement a avalou hag avalou ken kaër d’an ampoent ma ne oa hini ebet en he gwezen : « An intron, emezan, evit na rankje ket ar gêzez koz goulenn an aluzen evit beva, he devoa gourc’hemennet d’in-me dastum an avalou a vije kouezet e liorz ar maner ha distaga zoken deus ar gwez evit o c’has dindan gwezen Marianna goz, ha tri dervez, emezan, oun bet bep mintin, eur mevel all ha me, oc’h ober al labour-ze, araok ma vije den var zao, hag an Itron he deus goude