Pajenn:M. Abgrall - Gwezen avalou Marianna Goz, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

meur a gant lur frouez kaer a werze d’ar frouezerezed ha gant an arc’hant he deveze evito, e c’helle brao en em veva heb astenn he dourn da zen ebed. E c’hellit kredi, ne rea ket kalz a friko ; bara eiz, patatez, leaz, yod gwiniz du ; mes gant an dra-ze e oa eurus evel eur rouanez, ha lavaret a rea laouen « Me ne vank netra din. »

Intron ar Genkiz a garie tost da vat kement hag he gwezen avalou ; an intron vat-man a roe d’ezi dilhad tomm da dremen ar goanv, pallennou da lakât var he gwele ; dont a rea aliez d’he gwelet bag e tigase d’ezi madigou, sukr kandi ha traou all a blij kement d’ar re goz evel d’ar vugale. Marianna a gonte d’he Intron he flijaduriou hag he foaniou. Setu eun dervez an intron a gavas he mignonez koz trist bras ; anat oa zoken he devoa gouelet : Ha ! va intron vat, emezi, kerkent ha ma oa deuet houman en ti, ma oufec’h pegement a velkoni am euz-me ; er bloaz-man e varvin gant an naon, pe e rankin mont da glask an aluzen ; ne welan aval ebed em gwezen, ha koulskoude, sur oun, ez euz bet bleun enni ! »

An Intron a ouie pell a ioa, n’oa ket a avalou e gwezen Marianna goz, mes e c’hellit kredi, ne d’ea ket d’hen lavaret d’ezi. Pa oa furmet ar frouez, e oa bet, kredabl eun nozvez reo, pe marteze ivez ar wezen a ioa re goz ha n’he devoa mui a nerz ; ar pez a zo sur, an avalou a veac’h furmet a ioa kouezet holl d’an douar ; an hini goz n’he devoa ket gwelet an dra-ze, ken fall oa he daoulagad ha breman pa oa deuet ar poent d’ezo da veza bras ha rus, kaër he devoa sellet ne wele nemed deliou.

An Intron he devoue truez ouz ar gêzez koz ; lavaret a reaz d’ezi brao arabad oa en em jala, he devije avalou adarre er bloaz-man koulz pe welloc’h eget er bloaveziou all ; an deliou a ioa stank er vezen hag a vire outi marteze da welet an avalou ; ha neuze ne wele ket a bell hag ar wezen a ioa ken uhel. Marianna goz a gredas an Intron, rak sur oa ne lavare morse a c’heier d’ezi ha beva reas dizoursi hag eurus o sonjal e c’hellje kaout bara adarre gant gwerz he avalou ha marteze zoken e chomje eur guchennik ganti da rei d’ar vugaligou a veze o kerc’het d’ezi he diankachou.