Pajenn:M. Abgrall - Bragou kenta Kelly, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

ha, gand e zaou zorn en dalc’he en ear pella ma c’helle diountan gand aon d’her sklabeza.

Brema ’ta oa pinvidik mor, p’en doa eur bragou ; ken pinvidik ha chef ar geriaden, ken pinvidik hag an tad hag ar mestr-skol. Kerkent ha ma c’hellas en em denna euz a douez ar botred all e zeas d’ar red da guzat en eur c’hornik distro didan ar gwez bras, hag eno neuze e unanik e loskas da zirol ar joa a leunie e galon : c’hoarzin a rea, lempel, dansal, pokat a rea d’e vragou, hen teuler a rea en ear, p’en deveze e dapet e poke dezan adarre en eur ouela hag en eur c’hoarzin var eun dro. Ha setu a greis tout e teu eur sonj en e spered ; en derc’hent, an tad en devoa lavaret d’ezo, pa oa tud an Europ ken mad evito, int i ive a dlie beza mad ha trugarezus, dioueret gant joa pa veljent tud paouroc’h egeto ; p’en devoa klevet an dra-ze Kelly a sonjas ne zelle ket ountan ar c’homzou-ze peo gwir n’en devoa bet biskoas netra en e hano, mes brema avat-oa pinvidic, eur bragou en devoa, hag ar pôtrig bihan a ioa a-hont er chapel gand e vam, n’en devoa bragou ebed ; ne jom ket da varc’hata, en eur redaden ema e kichen dor ar japel, digor oa, sioul ez a ebars, tenval oa dija ha den ebet dre eno, en eul lam ar pôtr bihan a zo var ar c’hased moa varnan ar Verc’hez, hag o sevel uhella ma c’hell var begou e dreid e klask gwella ma c’hell lakât ar bragou d’ar mabig Jesus ; kaer en devoa n’oa ket huel awalc’h ; poania a rea da zevel huelloc’h.

Skrimpat a reas ous ar Verc’hez ; edo o vont da dizout treid ar mabig Jezuz pa glevas an or en devoa serret var e lerch o tigeri a frap, spountet holl ar c’hrouadur paour a riklas buhan d’an traon hag a gouezas a fatakleo var an douar ; an tad eo a ioa deuet er chapel ; pa glevas trous ar pôtr o koueza ez eas buhan da velet petra ioa a neves. Kaout a reas Kelly baour var an douar o ouela fors hac o sec’ha e zaëlou gand e vragou gwenn : an tad gand eur voues grons a c’houlennas ountan petra rea eno ; ar bugel en eur ouela goasoch c’hoas a lavaras : « c’hui poa lavaret deomp p’hon divije eun dra benac rei d’ar reo divije ezom ; pôtr bihan an Itron gaer n’en deus bragou ebed ; me’m eus c’hoant da rei va hini dezan, a ne gemer ket anezan diganen. »

An tad a deuas an dour en e zaoulagad o velet kaloun