Pajenn:M. Abgrall - Bragou kenta Kelly, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

bihanna a en em zilas evel eur gaërel er penn araok ; na kaëra tra a velas pa oue lamet ar golo ; eun itroun gaer a ioa eno gourvezet, he bisach ruz wenn, eur zae c’hlas ganti ac eur voal wenn, bordou aour d’ezo ha bokedou aour dreizo, var he fenn e oa eur gurunen aour ivez : ha neuze var he breach e oa eur pôtrik koant, koant evel an heol, var e vleo melen friset e oa eur gurunen aour henvel ous hinie vam, mes avat n’oa gantan na sae, na bragou ; eur gouriz alaouret hebken en dro d’e anter ; Kelly a welas an draze dioustu ha kerkent e sonjas enna e unan : « Sell ’ta, ar potrig-ze zo eveldon-me ive ; n’en deus bragou ebet ; e c’houris avat zo kaër, » hag e sellas truezus ous e hini a goeze a dammou ken koz oa.

An tad a lavaras d’ar vorianed vihan oa an itroun gaer ze patrom mam Doue, hac ar bugel a ioa ganti var he breac’h oa Jesus he mab, mab Doue ive, e oa he hano ar Werc’hez Vari hac e karie kals ar vugale, dreist holl ar re a ziskoueze joa ous he mabig Jesus ; lavaret a reas oa digaset an Itron gaer ze deza gant eur vaouez vad euz e vro evit ma c’helje ar vorianed vihan deuz Madagascar anaout ha pedi Doue hac e Vam Santel.

Goude an tamig prezegen-ze, an tad a lavaras d’ar bôtred lakât er chapel ar c’hased a voa bet ar Werc’hez ennan ; er c’hoat e oue kavet boudou gwez ha bleuniou d’e c’holo ; pa oue kempennet koant, ar misioner a lakeas varnan evel var eun tron an Itron gaer hag he mabig ; pa oa achu al labour, ar vugale gand ar fouge a ioa enno n’oant ket evit miret da zansal ha da sklakal o daouarn da ziskouez o levenes.

En derves varlerc’h an tad a zigoras ar c’hased a ioa lakeat er goudor da c’hedal ma vije amzer d’hen digeri, ha klaoustre ne zifinfoc’h ket petra ioa ebars ; brageier, va zud, ia anter kant bragou gwenn kann, pep a hini d’ar bôtred a ioa er skol.

Kelly o gwelas buhan, rag en dro-ma adarre e oa e fri er penn araok hag e galonik a lamas gand joa pa ginigas an tad dezan eur bragou gwenn just dious he vent mez epad ma wiske ar botred all o re en eur ioual fors evit diskouez o joa, ar potrik paour a ioa evel sabatuet ; sellet a rea ous e hini gand teneredigez an dour en e zaoulagad