Pajenn:M. Abgrall - Bragou kenta Kelly, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

e roste anezan el leach ma kave tan ; p’en deveze hen drebet e frote e gof en eur c’hoarzin hag e lavare : « ar c’hig zo mad avat. »

Eun devez ec’h en em gavas en keriaden Kelly eun den hac a ioa gwen e visaj, e zaoulagad a ioa dous ha trist, eun toullad tud a ioa ouz e heul hag a zouge a bep seurt traou, kasedou bras, benviachou, hag an dud ze a lavare « va zad » d’an den gwen ; eur misioner oa, ar c’henta a oa bet gwelet er vro bell-ze. Hor potrik, n’en devoa netra da ober e doug an deis nemed sellet ha c’hoari, a ieas da heul ar vanden dud ze da c’houzout da ober petra oant deut.

Gwelet a reas anezo o tizama an traou a zougent en eur blenenig a gafchont en kichen eur c’hoat bras, neuze e pilchont gwez, e faoutchont anezo, ha gant ar plench-ze e savchjont eun tam lochen, a ioa goloet gant skourrou ha stroues ; en kreis al lochen e oue great eur bern douar karre, var gorre e oue lakeat deliou ledan ha goudeze eul linser wenn ; en daou du e fourcher en douar diou c’houlaouen var elum ; pa oa prest an aoter an den gwenn a lakeas var e zae zu eur zae all gwenn kann ha var c’horre c’hoas eun all kaer alaouret. Kelly a zelle ous an traou, mantret, e vis en e chinou ha dispourbellet e zaoulagad ; pa velas an tad oc’h ober sin ar groas, o sevel e zaouarn pa lavare Dominus vobiscum, hac o lavaret pedennou an oferen, e tilampas kuit mar gouie ; « hennez avat, emezan, a zo eur sorser bras », hag edoug an deis ne gredas mui tostât ; antronoz avat ankounac’heat gantan e spountaden edo adarre en kichen al lochen o suna e vis, pa en em gavas an tad en e gichen; credabl e vije bet tec’het m’en divije bet amzer, mes an den gwenn a lakeas e zourn dezan var e benn hag a frote ar penn druillet ze en eur zellet ous ar morian bihan gand kement a zousder hag a garantes, ma n’en devoa henman mui a c’hoant tec’het ; ar c’hrouadur paour bete neuze den n’en devoa taolet evez outan, den n’en devoa e garet, hag an tad a ziskoueze joa outan ; ar paotrik paour a velas an dra-ze dioustu, hag a roas d’an den gwenn holl garantes e galon, ha kalz karantes a ioa er galonig ze, rag beteg neuze n’en devoa ket he foranet, pa zeo guir n’en devoa karet den ebed c’hoas.