Pajenn:M. Abgrall - Bragou kenta Kelly, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —


Bragou kenta Kelly


————


Kelly a ioa eur morian bihan deus eun enezen vras, a vez great Madagascar anezi a zo duze pell, en kreiz ar mor, hag a zo brema d’ar Frans ; pa deuas var an douar e oa ker fallik, ken disterik ma sonjas e vam ne dalle ket ar boan kemeret labour gantan, rac ne vije morze mad da netra ; hag e reas evel ma oa neuze ar c’hiz er vro, hag evel ma rea ar mammou all ne blije ket o bugale d’ezo Eur vintinvez e lakeas ar pôtrik e kreis ar venojen vras a heullie bandennadou eujenned pa vezent kaset da beuri d’ar c’hoajou a ioa eno en kichen. En pad an deiz ar bugelig kês a ruillas hag a ziruillas dre ar venoden evel eur voulig ; da genta e krie fors, mes allas prest e oa ker raouillet, ken semplik, ma ne c’helle mui krial, mes tra eston ha burzudus, dious an nos e oa beo c’hoas, hag hini ebet deus an eujenned bras a ioa eat abiou eno n’en devoa lakeat e dreid varna. Pa velas an dra-ze, ar vam a sonjas evelato p’eo gwir an eujenned o devoa hen espernet e vije marteze mad d’eun dra bennak, hac e tigasas anezan ganti d’an ti.

Kelly a vevas, mes va Doue ne oa ket bras an tam anezan, ha penaoz a gaf deoc’h e vije na bras na lard gand patates ha manioc bep pred : dious an nos e veze tolet e klud ar yêr var eun dournad kolo anter vrein : pa gommansas bale ez ea el leac’h ma kare, den ne dôle eves outan ; er vro ze d’an ampoent ze, ha breman zoken a gredan n’edo ket ar c’his da wiska ar vugale, lesket e vezent da redet en noas perpil nemed e veze eun tammik gouriz en dro d’o c’hreiz ; mam Kelly he devoa lakeat dezan ive eur gouriz gwen, mez biskoas ne oa bet na goalc’het na chenchet ; e c’hellit kredi noa ket chomet gwen pell : breman e koueze a dammou ha den ne zonje rei eun all dezan.

Pa vele ar pôtr kigerien o tremen, gant o eujenned evit beza lazet ha kinniget en sacrifis d’an doueou faoz, ez ea d’o heul : a vechou e veze lavaret dezan rei eun tamik sikour d’ar c’higer hag evit e boan e veze sklapet eun tamik kig benak ountan, neuze avat e veze fouge ennan ; kemeret a rea eun ibil koat da fourra en e dam kig hag