Pajenn:Luzel - Ur merour hag he Député, 1875.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LE FINISTERE

VARIÉTÉS


Ur Merour hag he Député.


Ann Député. — Deiz mad d’heoc’h, Iann ar Floc’h, ma mignon, oc’h ober petra ez oc’h aze evel-se ?

— Iann. — Deiz mad d’heoc’h Aotrou ; o lemma ma falz emoun, evit mont da troc’ha melchon d’ar c’hezek.

Ann Député. — Hag ho pried hag ho pugale, iac’h ez int ive ?

— Iann. — Iac’h ez int ive, Aotrou, dre c’hraz Doue.

Ann Député. — Mad, mad, Iann. Hag ann traou, ha mont a reont-hi hervez ho c’hoant ?

— Iann. — Glao a oa ezomm, en deiziou diveza-ma, evit ar melchon hag ar peuri, hag evit ann ed ive : Doue hen eûs digaset glao d’imp, ha pep-tra a zo brema evit ar gwella.

Ann Député. — Wel a-se, Iann ; met ann traou, ann afferou, petra a lavaret out-hê ive ?

— Iann. — C’hoaz ur bloaz evel ar bloaz tremenet, Aotrou, ha na vezo ket da em glemm. Arc’hant mad a ra breman ur merour mad euz a bep tra, ha, pa ve deut ann amzer, n’hen defe ket a boan o paea he aotrou…

Ann Député. — Kement-se holl a zo mad kaer, Iann ; met ann traou-all, ar politik, evel ma ve lavaret en gallek ? Petra a lavaret diwar-benn ar republik, pa eo gwir e lavarer ez omp en Republik ?

— Iann. — Evidomp tud diwar ar maez, n’hon eûs ket da em glemm euz ar Republik, Aotrou, ha na c’houlennomp nemet gwelet ann taou o kenderc’hel da vont evel brema.

Ann Député. — Hag e kredet, Iann, e c’hello ann traou kenderc’hel da vont evel-se ?

— Iann. — Perag nann eta, Aotrou ? Na vezo ket ni bepred a harzo ar Republik ; na d-eûs grêt drouk a-bed d’imp.

Ann Député. — Koulzgoude na d-eûs ket ive bihannêt ho kontributionou, me oar vad ?

— Iann. — Petra, n’oc’h eûs ket votet anezhe, Aotrou ?

Ann Député. — Eo, met ar Republik a gresk atao ar c’hontributionou.

— Iann. — Na welan ket ann dra-se sklêr, Aotrou, rag ann Aotrou ar mear, pehini a zo unan euz ho mignoned, a gredan, hen eûs lavaret d’imp penaoz mar eo bet kresket ar c’hontributionou, ez eo evit paea ar Prusianed, — ha na eo ket ar republik a d-eûs grêt d’ar Prusianed dont en Franz, me oar-vad ?

Ann Député. — Gwir eo ; met gant ur roue a vefe buhan paeet hon dle holl, ha bihannêt ar c’hontributionou.

— Iann. — Ha penaoz se, Aotrou ? Ho roue eta na digasfe gant-han kalz braz a arc’hant, ha na gomerfe netra euz hon hini ?

Ann Député. — Iann, ma mignon, diraisoni a ret o komz evel-se, ha na ouzoc’h netra er politik…

— Iann. — Na lavaran ket nann, Aotrou ; met ar pez a ouzomp mad ez eo penaoz ur gwennek a zo ur gwennek, hag hon eûz ezoumm euz ar peoc’h, evit galloud labourad hon douarou, maga hon loened hag ho gwerza er foariou.

Ann Député. — Penaoz, Iann, n’hoc’h eûs ket aoun eta euz hunvreou foll ar Republikaned, ar Socialisted ?…

— Iann. — Bah ! bah ! hunvreou, evel ma lavaret, Aotrou ; ha neuze, ha harza a refont ann ed hag ar ieod da sevel er parkou hag er prajou, mar ro Doue d’imp amzer vad ?

Ann Député. — Na rafont ket, Iann, met marteze ho harzfont da werza ho hed hag ho loened.

— Iann. — Penaoz se eta, Aotrou ?

Ann Député. — Beza a zo tud ha n’ho d-eûs netra, hag a fell d’ezhe beva hep labourad, ha beva evel aotronez, ha kemer traou ar re ho d-eûs madou.

— Iann. — Ann dud-se a zo laeron. ha n’am eûs ket klevet a ve bet lavaret d’ann archerrienn gant ar Republik na lakafont ket anezhe er prison.

Ann Député. — Beza a zo re-all hanvet ar rannerienn, pe partajerienn.

— Iann. — Na eûz ket ar seurt tud-se dre-aman, en hon bro, Aotrou… Ha mar deufe unan bennag, hen kavfe gwall digemer, kredet-se mad, Aotrou. Gwez-all a vije roët d’imp da gredi ann hevelep fablennou ; met hirio na eo ket ken diot ann dud.

Ann Député. — Pa lavaran d’eoc’h, Iann, ar partajerienn hag ar socialisted a zo gwall-dud (de méchantes gens), hag a zo da diwall out-hê. hirio a fell d’ezhe kaout ann holl blasou ha kargou paeet mad.

— Iann. — Evel-se, c’hui, a zo ive ur partajer eta, Aotrou, pa ê gwir ho mab Alfred a zo hanvet sous-prefet ?

Ann Député. — Oh ! se na eo ket ar memeus tra, Iann, rag ma mab a vezo pinvidik, un deiz.

— Iann. — Na welan ket sklêr en dra-se… Neuze eta, Aotrou, evit beza paeet mad gant ar gouarnamant ez eo rèd beza pinvidik ?

Ann Député. — Evel-se eün, Iann, rag a-nez (sans cela), na vefe urz a-bed… Ha na eûs nemet ur roue da c’hallout lakaad urz vad en pep-tra, en Franz, evel el lec’h all…

— Iann. — Neuze, Aotrou, eo gwelloc’h ganen ar Republik. En eur Republik, da vihanna, a ve roët ar plasou ha kargou uc’hel d’ar re a ve disket mad, hep sellet pa a veent pinvidik pe nann… Me na on ket pinvidik, pa zê gwir ez oun ho merour, ha koulzgoude ez oun un den honest, ha na ioulfenn ket (je ne voudrais pas) ur mean hep ken euz ho kastell, nann zoken da harza ma zi goloët gant kolo da goueza.

F.-M. Ann Uc’hel.
(Da veza heuliet.)