Pajenn:Luzel - Ur merour hag he Député, 1875.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LE FINISTERE

VARIÉTÉS
————
Ur Merour hag he Député.


(Eil Pennad)


Ann Député. — Evel-se eta, Iann, e rofet ho mouez da ur republikenn evit an elektionnou kenta ?

Iann. — Ha perag na rafenn ket, Aotrou, pa’z eo gwir ez omp en Republik, ha na ra drouk a-bed d’imp ar Republik-se nemed mad ?

Ann Député. — Evel-se eta na rofet ket ho mouez d’in-me pehini a zo hoc’h Aotrou ?

Iann. — En gwirionez, Aotrou, mar ne ioullet ket (si vous ne voulez pas} euz ar Republik, (hag e kredan na ioullet ket annez-hi), — ha mar hoc’h eûz c’hoant da digas d’imp ur roue pehini na anavezomp ket, hag a c’houlenno koulzgoude diganimp kalz a arc’hant… da betra ho kasfemp duhont a-nevez da labourad a-eneb d’imp, pe da vihana da ober ar pez na ioullomp ket ?

Ann Député. — Met na eûs ket pell amzer c’hui hag ar re-all eveldoc’h a vote evit ann Impalaër. —

Iann. — Voti evit an impalaër… heuh ! … evit lavaret ar wirionez, rèd a oa d’imp ober evel-se, Aotrou. Roët a oa bet d’imp da gredi penaoz o voti evit ann impalaër e votemp evit ar peoc’h… ha kalz a aotrenez eveldhoc’h, ha c’hui hoc’h-unan, marteze, a vote eveldomp, d’ar c’houls-se. Met ann amzer-se a zo tremenet : kastiet mad ez omp bet, ha Iann-Gouer (le paysan), a ouzoc’h mad, na ve ket gwasket diou wez memeus tra.

Ewit lavaret ar wirionez d’heoc’h, Aotrou, hep troïdellou (sans detours), — ar Republik eo ar gouarnamant a fell d’imp da gaout. Aboe ann amzer ma eman o reen, e welomp skleroc’h en pep-tra. Ar rouane, an impalaërien a zo mad evid holl kement ho deveus kestell ha mereriou, ha kalz a arc’hant, hag amzer da goll, eveldhoc’h, Aotrou, hag ho re ; met ar paour keaz labourer douar hag ann oberour (l’ouvrier), na gomzit ket d’ezhe ken euz un impalaër pe ur roue.

Gouzoud a ran mad penaoz un impalaër pe ur roue a ro d’heoc’h ha d’ho re kroaziou a enor, ha plasou paeet mad, hag o hirraont zo-ken ho hanoïou d’heoc’h ; met berraad a reont ive ialc’hig al labourer douar hag ann oberour. Ni a labour atao hag en pep amzer, indan ar Republik, evel indan ur roue, ha na em glemmomp ket a se ; met plijadur a raë d’imp ive gouzoud penaoz hec’h allfe mab ur labourer douar pe un oberour dont da veza mestr war Ar Franz holl, hag indan ur Republik, ann dra-se a zo bet gwelet, hag a vezo gwelet c’hoaz me oar-vad.

Pa digwezo d’hon bugale mont d’ar brezel, hon bezo, a dra sur, keun ha glac’har ; met mar deuont da veza lazet pell diouzimp, a vezo evit difenn ho bro, ba nann evit miret da un impalaër pe da ur roue tregont million, evit ho dispign en pep seurt plijadurezou, evel kesek pere na int mad da netra, dansou, festou braz ha bep seurt c’hoariou. Ar pevar bloaz diveza a zo tremenet ho deveus disket d’imp kement-se holl, Aotrou. Na vefomp ken bourdet (trompés), kredet mad, gand ar falz republikaned hag ar gwir royalisted.

Pa sonjan mad, e welan sklêr penaoz indan ar Republik ez eo rèd, evel indan ur gouarnamant all, labourad ha kemer poan evit beva, ha na eûs drouk a-bed en dra-se rag ann den a zo ganet evit labourad, evel ma lavar d’imp alies an aotrou ar person : met libr ez omp ive, pa ve elektionou, da reï hon moueziou hervez hon c’hoant, d’ann hini a blij d’imp ar muia hag a gredom ar muia douget evit mad he vro ha mad ann holl. Deiz ar votadek, na welan ket a ve kalz trouz ne blec’h ; ha mar komzer un tammig uc’helloc’h, hoc’h eva ur chopinad gist po ur werennad bier, ha mar na em glewer ket atao war ann hanoïou evit reï hon moueziou, ann dewarlerc’h a em gaver mignoned braz, evel kent. Ha setu, evit un darn (en partie), perag a fell d’imp miret ar Républik.

Mar sonjet evel-se ive, Aotrou, skoït em dorn, hag e vefet arre hon den, evit ann elektionou kenta. Klewet am eûz lavaret en kêr, Aotrou, penaoz kalz a dud pinvidik hag uc’hel, imperialisted, pe royalisted gwez-all, eveldoc’h, a zo deut da veza republikaned ha republikaned vat, ha n’ho deveuz keun a-bed a gement-se. ha n’ho defo ket ive, me oar vad. Ha perag na rafeac’h-hu ket evel-d-h’hê, Aotrou ?

Ann Député. — Komz a ret evel un levr, Iann, pe evel un député… Met aoun braz am eûz penaoz ez eo bet disket deoc’h ho kentel gant unan hag hen eûs ive c’hoant da gaout ho mouez.

Iann. — Den a-bed, kredet-mad, n’hen eûs disket d’in ma c’hentel, Aotrou ; o labourad er park, pe o sellet euz ma c’hezek, ma ijenned, ha ma zaout o peuri er prad, ez eo dioanet (ont germé) ann holl sonjou-se em penn. Ar pez a sav euz ann douar a zo atao mad. Aotrou, hag ar gwez hag ann hed ar ro d’al labourer douar kusuiliou mad, alies.

Ann Député. — Kenavo, Iann…

Iann. — Kenavo, Aotrou, ha chanz vad, dissul !…

Ann Député.he hunan o tistrei d’he gastel. Ann den-se na eo ket un diod ha marteze e lavar gwir ?… Gant hon Ordr moral, hag ann Aotrou Brogli hag he seurt, n’hon eûs grêt be-te vrema nemet labour fall… Ur roue, Herri pemp, ar bobl na ioullo (ne voudra) biken anezhan. Ann dour a gas d’ar Republik, ann dra-ze a-zo sklêr. Ma feiz heuillomp ann dour. Gwelet a ran kalz a dud disket mad a fur, evel ann aotro Thiers, ann aotronez de Rém-usat, de Montalivet, Kasimir Perier, de Noailles, ha re-all, pere a zo em grêt republikaned, ha kement-se a dle reï da sonja d’ann holl royalisted a gar ho bro muioc’h eget ho mad ho unan. Ha neuze kaër a vezo stourma, ar Republik a vezo ar c’hrenva, pa eman a du gant-hi ar bobl kazi holl…


F.-M. Ann Uc’hel.