Pajenn:Luzel - Sacramant ann nouenn.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

deuz ann offerenn veure, hac hec′h oc′h c′hoaz en ho cueleou ! »

— Petra, a lâras ann ozac′h, hunvrean a res-te ? Re abred ê c′hoaz evit mont d′ann offerenn veure.

— la re divezad eta, pa hec′h ê gwir hec′h on bet, ha distro.

— Kement-ze na all ket bea gwir.

— Eo, gwir a-valc′h sur, hac evit preuvenn, a lârinn d′ac′h hec′h ê marwet, er beure-ma, Fant Ann Dantec, hac hec′h on bet betec he zi, gant ar bêlec hen eus covesêt ha nouët anezhi. N′hoc′h eus clewet netra eta. pa na oa hinin ac′hanoc′h oc′h assistan anezhi da verwel, hac hi unan euz oc′h amezeienn dosta ?

— Penaoz Fant Ann Dantec a zo marw ?

— la, ha bennoz Doue war hic′h ine!

— Ma Doue ! eme ar wreg, setu aze hac a zo marwet neuze heb bea bet covesêt ha sacramantet !

— Oh ! n′eo ket, dre c′hraz Doue ! a lâras Jobenn, rac me a zo bet betec he zi, gant ar bêlec hen eus covesêt ha sacramantet anezhi, hac ez on bet saouezet na oa den eno euz he breuriès, hoc′h assistan anezhi da verwel.

— Piou a zo bet neuze o kerc′had ar bêlec hac ar groaz ?

— Daou ha na anavezan ket anezhe, nac ive ar bêlec, eur bêlec diavaës.

— Ar pez a lâret aze, Jobenn, na dle ket beza gwir, ha na gredan ket a ve tremenet Fant Ann Dantec, pa na eus bet den o tigemenn ac′hanomb.

— Tremenet eo, pa lâran d′ac′h, gwelet a refet, hab dale, ha Doue da bardono ann anaoun !

— Ped heur ê ive ? sellet ann horolach.

— Ann horolach-man a dle bea arretet, a lâras Jobenn, goude bea sellet, rac na verq nemet ter heur.

— Ann horolach a zo mad, ha na ê ket arretet, a lâras ann ozac′h; kê d′as cuele, ha pa vô dez, a welfomb petra ê kement-ze hol.

Mont a ra Jobenn d′he guele, saouezet braz ; mes a-boan a oa d′ezhi bean êt ebars, ma em gav breur ann hini a oa tremenet da skeï war ann nor : dao ! dao !