Pajenn:Luzel - Sacramant ann nouenn.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SACRAMANT ANN NOUENN.


————


Na lâret morse euz eun den a deu da verwel, heb ma ve bet eur bêlec o covès hac o noui anehan : « Allas ! marv ê, heb Sacramant ann Nouenn ! » rac na ouzoc′h ket se.


Setu aman ar pez a zo bet c′hoarvezet en parrouz Botsorhel, en miz dû deuz ar bloaz 1831.

Bean a oa eur vatès, hanvet Jobenn Kerandour, en eur maner coz, wardro eun hanter lew euz ar bourk, hac a vije atao re divezad en offern veure, pa vije he zro da vonet, hac hol dud ann ti a vije o lâret d′ehi : « C′hui, Godic, a ve bep-tro re divezad en offern veure. Eur vez eo ho cuelet hoc′h antrenn en ilis, ken divezad ha ma vec′h. »


— « Ma ! n′eus forz, — a lâre en-hi hic′h-unan, — scuiz on o vea tamalet abalamour d′ann offern veure, ha na vinn ken re divezad ; gwelet a vô ! »

Eur zul ar beure, a oa he zro da vont arre d′ann offern veure, e tishunvas en creiz ann noz, o sonjal a oa arre re divezad, hac e lammas e-maës he guele, hac a em wiscas buhan, hac e-maës, heb sellet ped heur a oa, ha da vont etrezec al bourk. Sclezr a oa al loar, ha ien ann amzer. Clewet a ra eur c′hloc′h o soon. — « Daoust, emezhi, pe zoon eo ? Ann eil, pe ar c′henta, me voar-vad, rac na welan den o vont, hac a dlean bean re abred. » Hac a paouezas da hastan. Neuze a tremenas daou a-biou d′êhi, eur paotr hac eur plac′h, pere na anavee ket. — « Daoust piou int ? emezhi ; n′ho anavean ket, ha na int ket euz ar c′hartier. » — Hac evel ma haste ann daou-man : — « Ar re-man hec′h a buhan; me voar-vad ê poent hastan. — Hac a valeas buhanoc′h. »

Clewet a ra adarre eur c′hloc′h o soon : — « Ar zoon di-