Ar person a lâr neuze d′ar c′hure :
— En bezr-da-noz, c′hui a rinco mont ive da dremen ann noz en ilis, da welet ha gwir eo ar pez a lâr Kervran, pehini, marteze, n′hen eus grêt met hunvreal ; ha mar d′ê gwir, ha mar gwelet ive ar plac′h varo a lâr bea gwelet, goulennet digant-hi petra a fell d′êhi.
— Ma ! Mont a rinn, aotro ar person, hac e comzinn out-hi, mar hi gwelan.
Mont a ra eta ar c′hure gant ar sacrist, pa ′c′h a heman da zôn ann Angelus noz ; alc′hueet ê ann dorozo war-n-han, hac a em laca en pedenn dirac ann aoter vraz. Azean a ra neuze en eur gador, he geinn troët d′ann aoter, hac he visach etrezec traon ann ilis. Pa zonas ann hanter-noz, hac hen o clewet ive, er verred, ann drouz hen defoa clewet Kervran. Ha kerkent a wel ive unan o tont euz ar sacristiri da digori ann nor-dal. Ha pa′z eo digoret, eur c′harronz, ha stag out-han tri a gezec du, a deu en ilis betec ar c′hreiz, lec′h ma chom. Ar postillon hac egile, ann hini a oa deut euz ar sacristiri, a denn eun arched e-maës ar c′harronz, hac a laca anehan war bave ann ilis. Digori a reont ann archet ha tennan e-maës anehan eur c′horf-maro, gant eul lincel wenn en-dro d′ehan. Daou vean deuz ar pave a sao, gant trouz, hac a dizolo eun toul dû ha don. Ar c′horf maro a dol he lincel war bave ann ilis hac a diskenn en toul, en noaz, ha kerkent ann daou vean a gouez adarre, gant trouz, hac a c′holo ann toul. Ar c′harronz hec′h a-cuit neuze, d′ann daou-lamm ruz, ken a deue ann tan euz treid ar c′hezec, hac ann hini a oa deut euz ar sacristiri a serr ann nor hac a retorn arre d′ar sacristiri ; ha sioul mic, goude.
Ar c′hure na finvas ket eus he gador, lec′h a oa evel eur statu mean, ha na gredas lâret gir. Ann dewarlerc′h ar beure, a contas d′he berson ar pez hen defoa gwelet ha clewet.
— Gwir a lâre eta Job Kervran, eme a person; mes me a sonje d′in penaoz eur bêlec a dlee bean hardioc′h en he ilis eget eur merer diskiant, pehini a dlee seiz vloaz d′he aotro. Ha n′och eus lâret gir ? N′oc′h eus ket goulennet digant ar plac′h-ze petra a felle d′ezhi, evel em boa làret d′ac′h ober ?