Pajenn:Luzel - Lincel ar re varo.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hir, hac hen defoa mall da welet ann dez o tont.

Da c′huec′h heur, a teu ar sacrist da zôn ann Angélus beure, ha Job a red buhan e-maës ann ilis, evurus da c′halloud em denn′ ac′hane, heb drouc, ha da vea quit euz ar seiz vloaz a dlee d′he aotro. Mont a ra da welet ar meinn-bez, er verred, o sonjal cavout anhê draillet ha bruzunet hol. Mes evel aroc a oant, ha na welas na roudou rod, na roudou treid kezec, ar pez a souezas anehan. « Bolente Doue eo ! » a lâras, hep-ken, hac a tistroas d′ar gêr. He aotro a oa eno, o c′hortoz anehan, hac a c′houlennas digant-han, kerkent ha m′hen gwelas :

— Ac′hanta ! Job, arri out ?

— Arri on, aotro.

— Ha hep drouc e-bed ?

— la, dre c′hracz Doue, aotro.

— Lâr d′in petra a t′eus gwelet, en noz-man, en ilis.

— N′em eus gwelet netra, aotro.

— Ha gwir ?

— Ia, gwir a-walc′h. (Na ioulle ket lâret.)

— Ma ! Neuze a t′eus grêt eun nozvès vad, ha goneet ezet ar pez a dlees d′in.

— Ia sur, aotro, ha coulz-goude na ioulfenn ket tremen eno eun nozvès all.

— Ha perac eta ? Aoun a t′eus bet ?

— Eun tammic ; na ioulfenn ket ober ar mêmes tra dre guriosité ; mes pa oa evit gonid bara d′am bugale, Doue n′hen eus ket cavet fall ar pez am eus grêt.

— Ma ! sell aze da guittanz evit ar seiz bloaz a dlees d′in.

— Trugaze, aotro.

Hac ann aotro hec′h es-cuit.


Epad ann dez, Kervran na eure nemet sonjan er pez hen defoa gwelet, en ilis. Ann dewarlerc′h ar beure, hec′h eas da goves gant unan ar c′hureed (tri bêlec a oa en he barrouz,) e-keit ha ma oa ar person o lâret he offerenn, hac a cont hol d′ehan. Ar c′hure, d′he dro, a lâr d′he berson. Ar person hec′h a da gavout Kervran, d′he di, hac a c′houlenn digant-han ha gwir eo ar pez a zo bet lâret dehan gant ar c′hure.

— la, aotro ar person, gwir eo.