Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Lincel ar re varo.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


LINCEL AR RE VARO.


————



Eur wech a oa eur merer, eun intanv hanvet Job Kervran, ha n′hen doa ket paeet he aotro, seiz vloaz a oa. Seiz bugel hen doa ive, hac ho seiz re iaouanc evit galloud labourad douar na gonid eun dra bennac.

He aotro, o tremen a-biou berred he barrès, en noz, a wele aliès processionou hoc′h ober ann dro d′ann ilis, hac a grede a oant tud varo, hoc′h ober pinijenn ; met aouennic a oa, ha na grede ket tostad da welet.


Hac hen o vont da gaout he verer hac o lâret d′ehan penaoz mar carrie mont da dremen eun nozvès penn-da-benn en ilis, e roje d′ehan quittanz euz ar seiz bloazvès a dlee d′ehan.

Ar merer a oa paour ha nec′het, hac a lâras mont.

Mont a reas eta d′ann ilis, pa ′c′h a ar sacrist da zôn ann Angelus noz. Pa oa hec′h unan en ilis, alc′hueet ann dorojo warn-han, e taoulinas dirac ann aoter, da bedi ; hac hec′h eas neuze da gambr ann horolach, en tour, a belec′h a wele mad, dre eur prennestr, kement a oa en ilis, rac sclezr a oa al loar. En bolenté Doue ! emehan ; hac e c′hortoas.


Pa zonas ann hanter-noz, hac hen o clewet eun drouz vraz er verret, evel eur c′harronz o tont d′ann daou-lam, war ar meinn-bez. — Daoust, emehan, petra a ra ann drouz-ze, er verret ?

Hac hen o welet neuze unan ha na anavee ket o tont euz ar sacristiri, hac eun alc′houez gant-han en he zorn ; hac ann