Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70

kerkent :

— Met, va faeron, an hini en deus digaset d’ec’h ar brinsez kaer-man, gant he c’hastell hag he alc’houeziou, a raio kement-man c’hoaz, hep poan.

Ma voe lavaret adarre da Louizig paour e renkje kerc’hat diou vuredad eus an dour a varo hag an dour a vuhez, pe n’oa nemet ar maro evitan.

— Ne vo fin ebet eta, a lavare d’ezan e-unan, d’am labouriou ha dam foaniou ? ’Vit an dro-man, e kredan eo grêt ac’hanoun : penaos dont biken a-benn d’ober kement-se ? Ret eo lâret eo kollet e skiant-vat gant ar roue koz-se.

Mont a ra da gavout e varc’h, trist ha morc’hedus, hag e lavar d’ezan ar pez a c’houlenn adarre ar roue.

— Bete vreman ez omp en em dennet mat, eme ar marc’h ; met an dro-man n’ouzon petra a c’hoarvezo. Hon labour diweza a vo ; met aoun bras am eus na retornfemp ken. Goulenn adarre digant ar roue va samm a aour hag a arc’hant, — rak me a yelo ganit, — ha, war an hent, ro an aluzen da gement paour a weli. Digas ganit c’hoaz diou vured, evit lakaat an daou dour. Pell, pell hon eus da vont.

Setu int o-daou adarre en hent. P’o devoe dornet hent epad tri bloaz, e tigouezjont en eur c’hoad bras, war-vete teir leo eus an diou feunteun.

— Breman, eme ar marc’h, e vo ret d’it va laza…

— Jezuz ! ho laza ! n’am bo biken ar galon d’ober se !

— Gra, pa lâran d’it. Pa vin maro, e tigori d’in va c’hof, hag en em guzi e-kreiz va bouzellou tomm. Eur vran a ziskenno neuze war va c’horf, hag eur vran all, a vo a-us ’barz ar wezenn, a c’houlenno : « Fresk eo ? — « Fresk beo ! » a responto an hini genta. Hag eben a ziskenno ivez neuze. Tap unan aneze, hag o-diou, mar gallez, anez ez omp kollet. Ma teu da daol da vat, e stagi an diou vured ouz daou droad unan eus ar brini, hag he c’hasi da glask an dour a varo hag an dour a vuhez, hag e talc’hi mat da eben e keit-se. Pa vo digaset d’it an daou dour, e skuilhi peder zakenn eus an dour a vuhez war va c’horf, ha kerkent e savin beo, yac’h, yaouank ha krenvoc’h evit biskoaz. Gra holl