Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69

alc’houeziou kastell prinsez he bleo aour.

Tremenet e oant holl dirazan, ha hini aneze n’en devoa gwelet an alc’houeziou. N’oa nemet ar wrac’h n’he devoa ket respontet pa voe galvet.

— Pelec’h eo chomet adarre ar wrac’h ? eme ar roue. Hounnez a ve bepred war-lerc’h.

Emberr ec’h arruas ivez ar wrac’h tremenet ganti he fenn en eun organell [1], hag o tenna eun druilhad alc’houeziou war he lerc’h.

— Arru ’ta, gwrac’h ! Pelec’h ’oas-te chomet adarre ?

— E oan o tont buan, pa welis e fonz ar mor an traou kaer-man, hag e sonjis ober plijadur d’ec’h o tigas anê ganen, va roue. Sellet petra int.

— Alc’houeziou kastell ar brinsez he bleo aour ! a lavaras ar roue, kerkent ha m’o gwelas.

Hag o c’hasas timad da Louizig, a oa o c’hortoz war an aod.

Roet eo an alc’houeziou d’ar brinsez, hag e tigor he c’hastell. Jezuz ! an traou kaer a oa eno !

— Breman avat, prinsez, eme ar roue, ’vo ret eureuji !

— Gant plijadur, emezi ; grêt hoc’h eus holl kement am eus c’hoantaet. Ha koulskoude, eun draïg am eus c’hoaz da c’houlenn diganec’h a-raok ; met se ne vo nemet eur c’hoari d’an hini en deus gallet va digas aman gant va c’hastell, ha kavout d’in va alc’houeziou e fonz ar mor.

— Petra eo ? Lavarit, eme ar roue.

— Me, roue, n’am eus nemet triouec’h vloaz, ha c’houi a zo eun tammig oajet evidoun. Klevet hoc’h eus komz, moarvat, eus an dour a varo hag eus an dour a vuhez, e c’heller en em yaouankaat gante ? Mar hon bije diou vuredad eus an dour burzudus-ze, e vefac’h lakêt en oad a ugent vloaz, ha neuze hor be plijadur o veva asamblez.

— Ze a zo gwir mat, eme ar roue. Ret e vo d’imp kaout an dour a varo hag an dour a vuhez. Met penaos en em gemer evit se ?

Ar c’hakouz a oa ivez eun tu bennak dre eno, hag a lavaras

  1. Organell, anneau.