Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65


Konta ’ra d’ezi e zoare.

— Na nec’hit ket, emezi, kement-se ’vo grêt hep dale.

Hag ar merien da labourat, ha d’ober tri bern.

P’arruas ar brinsez, da sav-heol, e oa fin d’eze pell a oa.

— Grêt eo al labour ? emezi.

— Ya sur, prinsez.

— Ha grêt mat ?

— Sellit hoc’h-unan.

Hag hi o kemer eun dornad, daou dornad, tri domad eus pep bern, ha da sellet piz. N’oa netra da lavaret.

— Mat ! emezi. Eomp breman da zijuni.

Ma tremenjont adarre an deiz-se o vale asamblez, bete koan. Debret koan, pa oant o c’hoari ar c’hartou, e c’houlennas adarre Louizig mont da gousket.

— C’hoaz ’zo labour d’ober, eme ar brinsez. Deut ganen, ma tiskouezin d’ec’h.

Ma tremenjont dre ar gegin, ha Louizig, o tremen, a dapas hag a zigasas gantan eur c’harter loue a welas eno war an daol. Hen dastum a ra ar brinsez e kaoued eul leon n’en devoa bet tamm da zebri tri deiz a oa ; alc’houeza ’ra an nor warnan, hag ec’h a kuit, en eur lavaret :

— Warc’hoaz ar beure, e teuin da welet penaos ’vo ar bed ganec’h !

Louizig ne goll ket e benn ; teurel a ra ar c’harter leue d’al leon, hag e lavar prim :

D’am sikour, roue ’l leoned !
D’am sikour, pe e vin debret !

Ha kerkent e tigouez roue al leoned, hag e tifenn d’al leon a oa ’barz ar gaoued ober droug ebet da Louizig, A-raok mont kuit, e lavar c’hoaz da heman :

— Breman e lârfet d’ar brinsez ’vo ret d’ezi mont ganec’h, ha kaer he devo lâret d’ec’h chom c’hoaz, n’ho po netra d’ober ken nemet pourmen ganti ha kemer ho plijadur ; na selaouit ket he c’homzou kaer.

An deiz war-lerc’h, da sav-heol, pa deuas ar brinsez, souezet

5