Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64

d’e benn, hag e tiskennas gwazi leiz ar prad.

— Petra ’zo ’vit ho servij, Louizig, filhor ar roue Frans ? a c’houlennas ar rouanez digantan.

Hag e lavaras d’ezi al labour a oa d’ober a-benn an deiz war-lerc’h ar beure.

— Mar n’eo nemet se, emezi, n’hoc’h eus ket ezomm da nec’hi.

Neuze e lavaras d’ar gwazi a oa deut ganti petra ’oa d’ober. Ha setu int da labourat holl, pep-hini eus he gwella, ma voe grêt al labour pell a-raok an deiz.

Pa deuas ar brinsez, da sav-heol, e voe souezet, m’ho ped da gredi.

— Mat eo kement-man, emezi, eomp breman da zijuni, rak naoun e tleit da gaout.

Goude dijuni, e tremenjont an deiz o vale dre ar c’hastell hag ar jardinou, Deuet ar c’houlz, e koagnjont adarre asamblez, ha goude en em lakajont adarre da c’hoari ar c’hartou. Ma krogas, evel an deiz a-raok, ar c’hoant kousket en Louizig, hag e c’houlennas mont d’e wele.

— N’eo ket grêt al labour holl c’hoaz, eme neuze ar brinsez, Deut ganen, ma tiskouezin d’ec’h petra ho po d’ober fenoz.

Hag hen kasas da solier ar c’hastell, ’lec’h ma oa eur pikol bern ed a deir greunenn, gwiniz, kerc’h hag heiz, hag e lavaras d’ezan :

— Setu aze eur bern ed a deir greunenn, gwiniz, kerc’h hag heiz, hag e vo ret d’ec’h, a-benn an deiz, lakaat pep seurt greun en e vern, hep ma vo unan a eur seurt all en hini an tri bern.

Hag ez eas kuit neuze.

— Sell aman ’vat eul labour ! eme Louizig d’ezan e-unan. Ha piou a c’hallfe a-walc’h va sikour er pleg-man ? Rouanez ar merien, sur !

Sikour, rouanez ar merien !
Sikour ! Selaouit va fedenn.

Ha kerkent e tigouezas merien, ken a oa goloet gante leur ar solier.

— Petra ’zo ’vit ho servij, Louizig ? a lavaras rouanez ar merien.