Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58

Ret eo d’in êsa he zapout.

— Lezit ar bluenn-ze, va mestr, hag heuilhit hoc’h hent, eme ar marc’h.

— Eun dra ken kaer, ken burzudus ! Ne lezin ket avat.

Hag hen o tiskenn diwar e varc’h, o pignal war ar wezenn hag o tapout ar bluenn. He lakaat a ra en e dok, ha setu hen da vont adarre, kontant ha joaüs. Digouezout a ra e-tal eur feunteun :

— Sell aze, emezan, eur feunteun hag a zo enni dour sklêr ! Ret eo d’in diskenn evit eva eur banne, rak sec’hed am eus.

Epad ma oa daoulinet war mean ar feunteun, oc’h eva, eur c’hakouz a deu ’drek e gein, a ro d’ezan eun taol bout hag hen diskar en dour ; ha kerkent e lamm war ar marc’h, ha kuit d’an daoulamnn. Lizer e baeron en doa tapet digant Louizig.

Ma ! n’em eus chans ebet ! eme Louizig, pa voe en em dennet eus ar feunteun. Setu êt va lizer ha va marc’h gant al loen fall-se ! Penaos ober breman ?… Evit d’ar gêr ne zistroïn ket. Evurusamant eo chomet va fluenn ganen. Ma fe ! derc’hel a rin da vont war va zreid, hag eun deiz bennak ec’h arruin ivez.

Arruout a ra ar c’hakouz e Pariz. Mont a ra raktal d’ar palez, hag e c’houlenn gwelet mab ar roue.

— Aman, va den mat, eme ar porzier, n’antreer ket evel-se. Piou oc’h da genta ?

— Louizig, filhor mab ar roue.

Lavaret eo d’ar prins ’zo eun den o c’houlenn hen gwelet hag a lavar beza filhor d’ezan.

— Grit d’ezan dont dioc’htu, eme ar prins.

Kaset eo ar c’hakouz da gavout ar prins, hag e ro d’ezan e lizer.

— Ya, eme ar prins, anavezout a ran al lizer-man ; met, va filhor paour, ’vel ma ’z out, ha pe stumm a teus ! Met n’eus forz, va filhor out bepred, ha ra vi deuet mat.

Setu ma voe grêt kribat ha gwalc’hi ar c’hakouz, roet d’ezan dilhad kaer, ha setu c’houez ha lorc’h ennan, m’ho ped da gredi, o vale dre ar palez hag ar jardinou.

War-dro eur pemzek deiz goude, ec’h arruas ivez Louizig e Pariz. Mont a ra da c’houlenn beza kemeret da vevel er palez. Eur paotr-marchosi a oa bet kaset kuit, an deiz a-raok, hag ez eo ke-